Hilienn amerikan
An hilienn amerikan a zo un hilienn eus ar geginerezh gall. Dont a ra hec'h anv eus ur c'heginer, ijiner anezhi, eus Seta e Langedok, bet labouret gantañ er Stadoù-Unanet[1]. Servijet e vez alies gant legestr, stivell, boultouz...

Setu an aozennoù : kranked-silioù (pe kresteneged all, pe nemet o c'hrogen), eoul, amann, ur gwarnisadur aromatek (karotez, ognon, chalotez, tomatez, kignen, boked louzoù, serfilh, stragon), kognag, gwin gwenn, saourenn besked, bleud, holen ha pebr-Spagn[2]. Bouilhoñs legestr a c'hall bezañ implijet e-lec'h legestr eus ar besklenn, ha paprika e-lec'h pebr-Spagn.
A-wechoù e reer "hilienn arvorigat" anezhi (sauce armoricaine e galleg), e-lec'h "hilienn amerikan" (sauce américaine), dre fazi eta.
Pep mestr-keginer a zo boaz da aozañ an hilienn amerikan en e zoare dezhañ.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Homard à l'américaine e chefsimon.com.
- ↑ La Cuisine de référence gant Michel Maincent-Morel, Éditions BPI, p.326.