Mont d’an endalc’had

Hibrid

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Hibrid
Iskevrennad eusbevedeg Kemmañ
Rann eushybridization Kemmañ
Dezverket dresterility Kemmañ
Arabat eo droukveskañ gant Hiron pe Chimerenn.

E bevoniezh, un hibrid a zo un organeg (loen pe blantenn) a zeu eus kroazamant daou organeg eus isspesadoù, spesadoù pe genadoù disheñvel, dre ar gouennadur sekset. Ar sujed en deus perzhioù genetek eus an daou gar en e gelligoù.

An hibridadur a vez naturel peurliesañ, met gallout a ra bezañ devoudet gant an uniadur somatek hag a zo un teknik eus an ijinerezh genetek.

Ar mul a zo un hibrid difrouezhus etre un azen hag ur gazeg.

An hibridadur a c'hall engehentañ un hibrid frouezhus pe un hibrid difrouezhus.

Izolet e vez ar spesadoù loened diouzh an hibridadur gant mogerioù kreñv : diforc'hioù fiziologel ha genetek, prantadoù amzer frouezhusted disheñvel, emzalc'hioù ha sinoù engehentañ disheñvel, distaol fiziologel ar spergelligoù pe ar grouell o tiorren. Lod a zo a-raok ar speriadur, lod all goude. Evit ar pezh a sell ouzh ar plant, mogerioù a zo ivez : prantadoù bleuñviñ disheñvel, vektorioù pollen disheñvel, gaonac'hder somatoplastek, frammadur ar c'hromozomoù, hag all. Un nebeud loened ha kalz plant a zeu eus ar spesata dre hibridadur avat, evel ar gwinizh.

An hibridadurioù niverus graet gant an dud a vez alies kroazamant ur spesad gouez gant unan doñv : el liorzhouriezh hag er gouniderezh ez eus bet produet hibridoù talvoudus frouezh, bleuñv, louzeier liorzh, gwez ; gouennoù nevez loened doñv ha loened-ti a zo bet krouet ivez, gant unan gouez hag unan doñv (beefalo, ki-bleiz) pe etre loened doñv (zoken ma n'int ket hibridoù stricto sensu).

Petra n'eo ket un hibrid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabat droukveskañ an hibrid gant :

  • an hiron hag a zo un den hag a zeu eus kroazamant daou zen eus ar memes spesad met eus div ouenn disheñvel,
  • ar chimerenn hag a zo un organeg (plant pe loen) gant kelligoù hag a zeu eus daou zigot disheñvel.[1]

Dont a ra ar ger « hibrid » eus al latin « ibrida » hag a rae dave da frouezh ur pemoc'h gouez hag ur wiz, ha dre vras pep sujed gant gwad mesket.

Hibridoù denel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er genad homo ez eus bet hibridadurioù er ragistor, da skouer etre homo sapiens ha den Neandertal 40 000 bloaz zo. N'eus ket hibridadurioù ken peogwir n'eus nemet ur spesad denel ken war an Douar : Homo sapiens.

Hibridadur ar plant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pollenadur artifisiel evit krouiñ hibridoù gant perzhioù resis.

Gallout a reer krouiñ hibridoù o kontrolliñ an pollinadur. Kerkent hag an XIXvet kantved e voe graet speriadurioù artifisiel gant ar gwini hag ar roz. Diaraogerien war an dachenn-se e voe al louzawour tchek Gregor Mendel, ha war-lerc'h ar Stadunanad Luther Burbank hag ar gounezoniour rusian Ivan Mitchourin.

Ur merker genetek a vez implijet hiziv evit gounit an hadegi grataus hepken. Da skouer, evit kaout gouennoù avaloù nevez e kroazer div ouenn avaloù gant perzhioù anavezet ha dedennus. Hadañ a reer spluz ar frouezh gounezet. Gouzout a oarer n'eus nemet 1/8 eus an hadegi gant an allel a zo klask warno (liv, mirerezh, bec'h sukr, etc). Evit dibab ha mirout an hadegi-se hepken e reer un test genetek war un delienn kerkent hag ar bloaz kentañ. Ma'z eus re a etilen e vez tennet an hadeg (rak ne vo ket miret mat ar frouezh). Evel-se e chom an dibaberien nemet gant an hadegi a dalvoudegezh.

Skrivet e vez anv an hibridoù plant gant arouezenn al lieskementiñ « × » lakaet a-raok an anv, hervez ar patrom-mañ :

  • hibrid etre daou c'henad : « ×Genadnevez »
  • hibrid etre daou spesad eus ar memes genad : « Genad ×spesadnevez »
  • hibrid etre daou spesad eus genadoù disheñvel : « ×Genadnevez spesadnevez »

Hibridadur al loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stank a-walc'h eo an hibridadurioù e-touez loened zo, da skouer al lepidoptera, met ne roont ket spesadoù nevez peurliesañ. Mennegomp ur skouer spesata (krouidigezh ur spesad nevez) dre hibridadur naturel : ar golvan-Italia (Passer italiae) hag a zo hibrid stabil ar golvan tiez (P. domesticus) hag ar golvan-Spagn (P. hispaniolensis).

An hibridoù ne zougont ket anvioù resis peurliesañ. Evit bronnegoù zo hag al laboused ti avat, ez eus bet krouet anvioù a-wechoù evito (e galleg, saozneg pe brezhoneg amañ dindan) :

Ar "zebrazen" a zo un hibrid zebr × azen .
anvioù e galleg Leonez Lion femelle Tigrez Tigre femelle Jagoar Jaguar femelle Loupard Léopard femelle
Leon Lion mâle Ligre Liguar Liard
Tigr Tigre mâle Tigron Tiguar Tigard
Jagoar Jaguar mâle Jaglion Jaguatigre Jagulep
Loupard Léopard mâle Léopon Léotig Lépjag
Al "ligr" a zo un hibrid etre ur par leon hag ur barez tigr Bengal.
Bronnegoù all
Loened all
Ur "Catalina macaw", hibrid un Ara glaz hag un Ara ruz. Miz Gwengolo 2021.

Krouidigezh hibridoù gant loened aet da get

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hibridadur faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • cabbit : kazh x lapin.

Hibridoù er mojennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miled hibrid a gaver e mojennoù Mab-den, evel ar Minotaor (den ha tarv), an dud-varc'h, ar sfinksed, Nefilim ar Bibl apokrifel.

  1. 'Hybrids and Chimeras: A Consultation on the Ethical and Social Implications of Creating Human/Animal Embryos in Research' 2007, by the HFEA e The Embryo Project, Skol-veur Stad Arizona, 4 a viz Du 2014
  2. Qui est le dogxim, animal hybride unique au monde, qui inquiète les scientifiques? e Geo.fr, 2025-04-07
  3. Hervez Termofis, Ofis Publik ar Brezhoneg. Pizzly, prizzly pe grolar e galleg.
  4. (en) Hybridization between two high Arctic cetaceans confirmed by genomic analysis gant Eline D. Lorenzen, Paul Szpak, Mads Peter Heide-Jørgensen ha Michael V. Westbury, e Scientific Reports, levrenn9, nv 1 , 2019-06-20, (ISBN 2045-2322) lenn enlinenn, lennet d'an 2 a viz Gwengolo 2019, pajennoù 1–10.
  5. Un crâne insolite s’avère être celui de la progéniture d’une baleine béluga et d’un narval, 2019-08-08.
  6. Découvrez le Rockaroni, cet animal hybride rarissime qui bouscule l'évolution e Geo.fr, 2025-06-03
  7. Découverte remarquable au Texas d'un hybride entre deux espèces aux aires de répartition autrefois séparées, les Geais vert et bleu e Ornithomedia.com, 2025-09-15