Hervé Bazin

Eus Wikipedia

Hervé Bazin pe Jean-Pierre Hervé-Bazin en ti-kêr, bet ganet d'ar 17 a viz Ebrel 1911 en Añje hag aet d'an Anaon er memes kêr d'ar 17 a viz C'hwevrer 1996, a oa ur skrivagner hag ur barzh gallek, ezel an Akademiezh Goncourt.

Mab-bihan e oa da Jean Guilloteaux, kannad ha senedour er Morbihan, ha niz-bihan d'ar skrivagner René Bazin.

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Vipère au poing, romant, 1948
  • Au nom du fils, romant, 1960
  • Le Matrimoine, romant, 1967