Mont d’an endalc’had

Heroic bloodshed

Eus Wikipedia
Heroic bloodshed
doare film
Iskevrennad eusfilm arzoù emgannañ Kemmañ

Heroic bloodshed (brezhoneg: drailh harozel) a zo un isdoare film eus ar filmoù birvidik ijinet gant sinema birvidik Hong Kong. An doare film-se a zo unan gant lodennoù birvidik stilizet ha temoù dramael, evel ar vreudeuriezh, an dlead, an enor, an daspren, hag ar feulster. En em ledet eo an doare film-se rak karet eo gant filmaozerien eus ar bed.[1][2] An droienn heroic bloodshed a oa bet ijinet gant an embanner Rick Baker er gazetenn Eastern Heroes[3] e fin ar bloavezhioù 1980, evit ober dreist-holl eus doareoù filmañ ar filmaozerien John Woo ha Ringo Lam. Baker en doa displeget an droienn evel "ur film birvidik eus Hong Kong gant kalz lodennoù tennoù ha gangsterien e plas ar c'hung fu. Gant kalz gwad. Gant kalz lodennoù birvidik."[4] Ar filmoù drailh harozel a implij alies kalz lodennoù birvidik gun fu.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Fitzgerald, Martin (2000). Hong Kong's Heroic Bloodshed. Pocket Essentials. ISBN 1-903047-07-2. 
  2. Davies, Steven Paul (2001). A-Z of Cult Films and Film-Makers. Batsford. 26 p. ISBN 0-7134-8704-6. 
  3. Logan, Bey (1996). Hong Kong Action Cinema. Overlook Press. 191 p. ISBN 0-87951-663-1. 
  4. Stokes, Lisa Odham (1999). City on Fire: Hong Kong Cinema. Verso. 333 p. ISBN 1-85984-716-1.