Hermione (merc'h Menelaos)

Eus Wikipedia
Emgann etre Orestes ha Neoptolemos, hag Hermione daoulinet etrezo. Murlivadur roman e Casa di Marco Lucrezio Frontone, Pompeii.
Elizabeth Farren en Hermione er pezh.

Hermione (Ἑρμιόνη e gregach) a oa bugel henañ ha merc'h nemeti Menelaos hag Elena Troia, e mojennoù Hellaz kozh, hag unan eus an Atrided eta.

Hervez an Ilias n'he doa Elena nemet ur bugel, met e skridoù all e kaver he doa bet ur verc'h, Ifigeneia, gant Theseüs a-raok dimeziñ da Velenaos. Hervez mojennoù all o devoa tri mab: Aithiolas, Maraphios, ha Pleisthenes.