Hermanas Padilla

Eus Wikipedia

Las Hermanas Padilla a oa div ganerez spagnolek eus Los Ángeles, Kalifornia: Margarita Padilla Mora, ganet e 1918, ha María Padilla Mora, ganet e 1920. Genidik e oant eus Tanhuato, e Michoacán. Aet e oa o zud da chom da Galifornia er bloaz 1920.

Kanañ a rejont er skingomz, hag enrollañ ur bladenn en 1937, gant kanaouennoù evel Por qué será ha La barca de oro. Ouzhpenn kanaouennoù mec'hikan e oa corridos ha boleros evel Mis ojos me denuncian, Confesión ha re all. Da gentañ ne vezent klevet nemet e skingomzoù mervent SUA met tamm ha tamm ivez en hanternoz Mec'hiko, hag er vro a-bezh, hag alese buan dre Suamerika. Diwar o fladennoù e voe ganet, en Colombia, ar “música de carrilera” .

María a ganas ivez en Dueto Azteca, hag ac'h eas da chom da gêr Montebello (California), ha Margarita ac'h eas da gêr México.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]