Henrik Werth
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Hungaria |
| Lealded | Aostria-Hungaria |
| Anv-bihan | Henrik |
| Anv-familh | Werth |
| Deiziad ganedigezh | 26 Kerzu 1881 |
| Lec'h ganedigezh | Knićanin |
| Deiziad ar marv | 28 Mae 1952 |
| Lec'h ar marv | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Yezh vamm | alamaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | hungareg, alamaneg |
| Micher | milour |
| Grad milourel | colonel general, jeneral |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Hungarian–Romanian War, Eil Brezel-bed |
| Prizioù resevet | Knight of the Order of the Iron Crown (Austria), Q19921598 |
Henrik Werth, ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1881 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Mae 1952 (diasur), a oa un ofisour hungarat, hag a oa bet o servij evel penn an tirlu e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Steuziadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Servijout a reas en arme Aostria-Hungaria adalek dibenn an XIXvet kantved hag e-pad ar Brezel-bed Kentañ. E 1919 e servijas en arme Republik Soviedel Hungaria. Goude diskar ar republik komunour berrbad e talc'has da servijout arme ar vro. E-pad an Eil Brezel-bed e save a-du gant an Alamaned. Harzet e voe e 1945 gant ar Rusianed, ha barnet e voe gant lez-varn ar bobl.
Ar varnadenn a oa bet kemennet d'an 22 a viz Mae 1948. Lez-varn ar bobl he doa lakaet anezhañ kablus eus torfedoù-brezel ha kondaonet e oa bet d'ar marv, da vezañ skrapet e holl vadoù ha tennet e holl wirioù keodedel. Ne oa ket bet lakaet da gablus eus kemer perzh e gouarnamant Miklós Horthy nag eus broudañ da jahinerezh labourerien ukrainat en Ukraina. Dre ma ne oa ket bet harzet an den gant pennadurezhioù Hungaria e oa dibosupl lakaat ar varnedigezh da dalvezout. Ar pennadurezhioù n'o devoa ket klasket war e lerc'h, graet e oa bet evel pa vije steuziet da vat. Graet e oa bet en Hungaria gomunour e-giz ma ne vije ket bet eus an den, pennad ebet tro-dro d'an afer na d'ar varnedigezh, pennad kazetenn ebet pe skrid ofisiel ebet evit gouzout e pelec'h e oa. Hiziv-an-deiz c'hoazh e chom diasur evit an istorourien petra a oa c'hoarvezet gantañ. Un nebeud tud a embann e oa marvet en URSS e 1952 met hep prouenn anat ebet.
