Mont d’an endalc’had

Henri Le Roux

Eus Wikipedia
Henri Le Roux
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an dennurts Kemmañ
Anv-bihanHenri Kemmañ
Anv-familhLe Roux Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Eost 1942 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPont-'n-Abad Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ

Henri Le Roux a zo ur mestr-chokoladour hag ur c'haramelour breizhat ganet d'an 12 a vie Eost 1942[1] e Pont-'n-Abad.

Goude bezañ desket ar vicher e pastezerezh e dud ez eas Henri Le Roux da studiañ ar vicher chokoladour er COBA. Ar skol-se e Basel, e Suis, eo ar skol koñfizerezh nemeti er bed. Chom a reas daou vloaz da labourat eno.

Goude daou vloaz e Pariz ha goude e Teurgn e tistroas Henri Le Roux da Bont-'n-Abad e 1965 evit adkemer pastezerezh e familh.

E 1977 e tigoras, asambles gant e wreg Lorraine, ur stal-chokolad e Kiberen, ar gêr ma oa-hi genidik anezhi. Eno e krouas Henri ur madig gant karamel gant amann sall ha frouezh sec'h. E 1980 ez eas gant e vadig priz Gwellañ madig Frañs e saloñs etrebroadel koñfizerezh Pariz.

E 1997 e fardas Henri Le Roux karamelenn hirañ ar bed evit lidañ 20 vloaz e stal-chokolad e Kiberen : 567.85 metr da lavaret eo ouzhpenn 200 kg karamel, kevatal ouzh 24 000 karamelenn. Frouezh ar gwerzh a voe roet da servij pediatriezh ospital Curie e Villejuif (Enez-Frañs) ha d'ar c'h-KBSM (Kevredad broadel ar saveteiñ war vor)[2].

E 2003 e voe graet eus Henri Le Roux Gwellañ Chokoladour Frañs gant Klub ar Chaokerien Chokolad, ha roet dezhañ an notenn uhelañ a bemp tablezenn[3],[4].

Henri Le Roux e Saloñs ar Chokolad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ar saeoù kinklet gant chokolad gant Henri Le Roux evit dibunadegoù Saloñs ar Chokolad e Pariz :

  • 2000 : Sae Pierre Balmain gwisket gant Charlotte Valandrey.
  • 2001 : Sae Dilhadouriezh Pierre Balmain krouet gant Oscar de la Renta, gwisket gant ar gomedianez Gabrielle Lazure.
  • 2004 : Sae krouet gant Sylvain Le Roux ha Marine Labarta, gwisket gant Nathalie Yannetta hag he merc'h Salomé.
  • 2005 : Sae-eured « Hunvre ar Valafenn » krouet gant Aurélie Cherell, gwisket gant Alizée.
  • 2006 :Sae krouet gant Aurélie Cherell, gwisket gant Sandrine Quétier[5].
  • 2007 : Sae krouet gant Aurélie Cherell, tok krouet gant an dogerez Fabienne Guénault, gwisket gant Anita.
  • 2008 : Sae krouet gant Fanny Liautard, gwisket gant Alexandra Rosenfeld, Miss Frañs 2006.
  • 2009 : Sae krouet gant Marcia de Carvalho, gwisket gant Carole Brana.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Henri Le Roux ha Bénédict Beaugé, Caramel & beurre salé, embannadurioù Le Cherche midi, miz Here 2007, (ISBN 2-74910-165-4)
  • Gilles Pudlowski, Le Pudlo France 2008, embannadurioù Michel Lafon
  • Marie Le Goaziou-Maryvonne Lahaie-Bernard Galéron, Panier Gourmand d’adresses et de produits bretons, embannadurioù Des Dessins et des Mots
  • Sylvie Douce ha François Jeantet, Les fabuleuses recettes du salon du chocolat, embannadurioù Michel Lafon
  • Vincent-Pierre Angouillant ha Michèle Villemur, Guide Cacao des Chocolatiers - Confiseurs, embannadurioù Jean-Claude Gawsewitch
  • Pierre Hermé, Valentine Tibère, Coco Jobard, Nicolas Bertherat, Larousse du chocolat, embannadurioù Larousse
  • Sylvie Girard, Le Guide du Chocolat et ses à côtés, Embannadurioù Messidor
  • Dominique Lacout, La Bible des Gourmets, Embannadurioù Manitoba
  • Vincent Ferniot, Le Guide Ferniot Hachette des bons produits, éembannadurioù Hachette
  • Le Guide du Club des Croqueurs de Chocolat, embannadurioù Michel Lafon
  • Jean-Luc Syren ha Valérie Walter, Chocolats et friandises, Les meilleures recettes de l'Académie Française du Chocolat et de la Confiserie, embannadurioù Dormonval
  • Khatherine Khodorowsky ha Hervé Robert, Le Chocolat, embannadurioù Le Cavalier Bleu
  • Khatherine Khodorowsky ha Hervé Robert, L'ABCdaire du chocolat, embannadurioù Flammarion
  • Khatherine Khodorowsky ha Hervé Robert, 100 % Chocolat La saga du chocolat enrobée de 40 recettes gourmandes, embannadurioù Solar
  • Chantal Coady, Les meilleurs chocolats et chocolatiers, embannadurioù Hermé
  • Chantal Coady, The Chocolate Companion A Connoisseur's Guide to the World's Finest Chocolates, embannadurioù Quintet Publishing Limited

Mammennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.