Henrelijion semitek

Eus Wikipedia

An Henrelijion semitek eo ar relijion liesdoueek boutin d'ar pobloù semitek er Reter-Nesañ da vare an Henamzer. Rannet e voe da c'houde e meur a skourr, unan anezho o tiorren er Yuzevegezh dre lakaat pouez war un doue, Yahweh, evel doue nemetañ.

An doue El a oa unan eus doueed pouezusañ ar relijion-se ha reiñ a reas patrom d'ar ger elah (אלה) en hebraeg ha d'ar ger ʼilāh (إله) en arabeg (dalc'het e stumm Allāh الله, "(an) Doue") a zo ar gerioù evit "doue" er yezhoù-se.