Mont d’an endalc’had

Hendrik Geeraert

Eus Wikipedia
Ar Ganzepoot en Nieuwpoort
Henri Geeraert ouzh ur gartenn-bost
Henri Geeraert ouzh ur vilhetenn-vank 1 000 Lur

Hendrik Geeraert a zo bet ganet d'ar 15 a viz Gouere 1863 e Nieuwpoort ha marvet d'ar 17 a viz Gouere 1925 e Brugge.

Un haroz poblek mojennel eo e Belgia. Etre an daou vrezel-bed e teuas da vout an den-skouer ag eneberezh start ar siviled ouzh an aloubadeg alaman.

E-doug ar Brezel bed kentañ dija e teuas Hendrik Geeraert da vout brudet gant soudarded Belgia drek d’an Ijzer evel ar merdead a Nieuwpoort a zigoras ar skluzioù en Nieuwpoort e miz Here 1914, pezh a lakaas un harz da aloubadeg al lu alaman war Dalbenn an Ijzer.

Hendrik a zo bet ganet en niverenn 40 ag al Langestraat e Nieuwpoort. E dad, Augustinus, a oa ur pesketour "ag Island" hag e vamm, Anna Veranneman, ur vatezh hag un dantelezerez. Hendrik a labouras evel merdead war e dra. P'edo 24 vloaz e timezas gant Melanie Jonckheere e Veurne: eizh bugel a c’hanas dezhe. Mervel a reas en un c'hlañvdi e Brugge d’ar 17 a viz Gouere 1925 .

Tro hanter miz Here 1914 e kejas ouzh unanad ar brezelijinourezh belgiat a ziwalle ar skluzioù e Nieuwpoort. Arvarus eo an traoù, an Alamaned a gemer Lombardsijde; tostaat a reont eus ar pontoù dreist d'an Ijzer. Divizet eo gant ar pennlu belgiat beuziñ polder Nieuwendamme (Nieuwpoort), pezh a zo bet graet d'an 21 a viz Here gant skoazell Geeraert.

N'eo ket trawalc'h: divizet eo d'an 26 a viz Here beuziñ ar vro etre Nieuwpoort ha Diksmuide. Karel Cogge a ro e skoazell. N'eo ket efedus an taol kentañ. Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat da zigeriñ dor bras an Noordvaart (Kanol an Norzh) er Ganzepoot e Nieuwpoort: graet eo d'an 29 a viz Here. Al lu alaman a rank kilañ en ur lezel dafar-brezel ha korfoù-marv soudarded war e-lerc'h.

Roet e voe da Hendrik Geeraert Kroaz Marc'heg Urzh Leopold (en izelvroeg : Leopoldsorde, e galleg: Ordre de Léopold), uhelañ urzh milourel Belgia; dibaot-tre eo evit un den nann-soudard.

E 1950, e boltred a voe lakaet ouzh ur vilhetenn-vank 1 000 Lur Belgiat. Moullet e voe 203 075 000 skouerenn anezhi. Implijet e voe betek 1962.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.