Hendrick de Keyser
Hendrick de Keyser (15 a viz Mae 1565 en Utrecht – 15 a viz Mae 1621 en Amsterdam) a oa ur c'hizeller hag ur savour izelvroat hag en doe ur perzh bras e diorren orbidouriezh dibenn an Azginivelezh en Amsterdam. Tad Thomas de Keyser, hag eñ savour ha livour poltredoù e oa ivez.
Buhez hag oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hendrick de Keyser a zeskas ar vicher gant Cornelis Bloemaert. Pa oa de Keyser 26 vloaz ez eas da-heul Bloemaert en Amsterdam. Buan en em stalias evel arzour dizalc'h, ha gant e vrud o kreskiñ e voe anvet da vasoñer ha kizeller ar gêr, ar pezh a dalvez hiziv an deiz e voe lakaet da savour. Brudet eo de Keyser rak stag eo e anv ouzh lod brasañ savadurioù istorel an Izelvroioù. E-touez ar raktresoù a gasas da benn emañ Zuiderkerk (1603-1611) hag an tour stag (1614), ti-kêr Delft (1618-1620), Westerkerk (1620-1631) ha Westertoren (savet e 1638, met disheñvel diouzh e raktres). An eskemmdi marc'hadourezh a lakaas sevel etre 1608 ha 1613 a voe distrujet en XIXvet kantved.
Gant raktresoù Hendrick de Keyser en Amsterdam e penn-kentañ ar XVIIvet kantved e voe diazezet ur seurt orbidouriezh a reer "Azginivelezh Amsterdam" anezhi, hag a voe diazezet war savouriezh italian an Azginivelezh (XVIvet kantved). Elfennoù klasel evel ar c'holonennoù, ar rizennoù hag an talbennoù a voe implijet stank, met peurliesañ evel elfennoù kinklañ. De Keyser a ouezas tennañ awen eus ar c'hlaselezh italian hep chom re stag ouzh ar reolennoù bet embannet er pleustradoù. E bar e arz e voe e eil degad ar XVIIvet kantved, ha d'e heul e teuas arzourien evel Jacob van Campen ha Pieter Post.
Ouzhpenn labourat war dachenn ar sevel e kendalc'has de Keyser da gizellañ. Gantañ e voe aozet bez Willem van Orange en Nieuwe Kerk e Delft (1614-1623). Ne vevas ket de Keyser pell a-walc'h evit gwelout an oberenn echu, ha kendalc'het e voe al labour gant e vab Pieter.
E 1631, da lavaret eo dek vloaz goude marv de Keyser, e voe lakaet e steuñvioù pennañ el levr ’Architectura Moderna’ gant Cornelis Danckertsz.
Ouzhpenn labourat en Amsterdam e reas de Keyser, ha darempredoù en doe gant meur a savour eus broioù all en Europa. Merourien kêr Amsterdam a gasas anezhañ d'ar Rouantelezh-Unanet hag eno e kenlabouras gant Inigo Jones (1573-1652). Jones a oa bet ars avour saoz kentañ a oa bet en Italia a-benn deskiñ a-zivout ar savouriezh klasel. Pa zistroas de Keyser da Amsterdam e teuas gantañ unan eus skoazellerien Jones, Nicholas Stone e anv. Stone a labouras gant de Keyser en Amsterdam eus 1607 da 1613, hag e teuas da vezañ e vab-kaer.
Listenn e oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e-tro 1603: Rasphuispoortje, Amsterdam
- 1606: Oost-Indisch Huis, Amsterdam
- 1606: Montelbaanstoren, Amsterdam
- 1611: Eskemmdi, Amsterdam (diskaret e 1835)
- 1603-1611: Zuiderkerk, Amsterdam
- 1618: Haarlemmerpoort, Amsterdam
- 1622: Delwenn da Erasmus, Rotterdam
- 1620-1623: Noorderkerk, Amsterdam
- 1614-1623: Bez Willem van Oranje, Delft (peurechuet gant Pieter de Keyser).
- 1620-1631: Westerkerk, Amsterdam, (peurechuet gant Pieter de Keyser).