Helmut Schumacher

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Helmut Schumacher a zo ganet e 1931.

Mestrc'hoarier echedoù belgiat eo.

Ezel e voe eus skipailh Belgia en Olimpiadoù echedoù e Malta e 1981.

Kampion echedoù Belgia ha Kampion Kevre Belgia e Spa e 1969, ar c'hoarier kentañ eus kantonioù Reter Belgia o tapout an titl.

E renk Elo a oa 2087 e miz Gouhere 1987.

Ur bartienn a-enep da Norbert Coenen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù divaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]