Heinrich Gustav Reichenbach

Eus Wikipedia
Poltred Heinrich G. Reichenbach.

Heinrich Gustav Reichenbach, bet ganet d'an 3 a viz Genver 1824 e Dresden (Kengevread alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 1889 e Hamburg (Impalaeriezh alaman d'an ampoent), a oa ul louzawour alaman.

Mab e oa d'ur skiantour (loenoniour ha louzawour ivez) alaman all, Heinrich Gottlieb Ludwig Reichenbach (1793-1879).

Labourat a reas war an Orchidaceae ha, goude marv e vignon al louzawour saoz John Lindley (1799-1865), e voe sellet outañ evel ar skiantour barrekañ war an danvez er bed a-bezh.