Heinrich Barth

Eus Wikipedia
Heinrich Barth e 1862

Heinrich Barth (Hamburg, 1821 - Berlin, 1865) a oa un ergerzhour, douaroniour ha yezhour alaman. Beajiñ a reas e Kornôg Afrika.

Perzh a gemeras en ergerzhadeg vras aozet gant gouarnamant Breizh-Veur etre 1849 ha 1855 e-touez pobloù dianav.
Kalz e c'houzañvas abalamour d'an hin, ha mervel a reas daou eus e genveajourien. An trede ergerzhour europat e voe, war-lerc'h Alexander Gordon Laing (1794-1826) ha René Caillié (1799-1838), o tegouezhout e Tombouktou e 1853. Dizoleiñ a reas kevrin al lenn Tchad ha deskrivañ pleg ar stêr Niger.

Er Sahara[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beaj Barth dre Afrika etre 1850 ha 1855