Hedwig Danmark
Neuz
Hedevig, pe Hedwig Danmark (1581-1641), a oa ur briñsez danat.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e kastell Frederiksborg, e Danmark. Merc'h e oa d'ar roue Frederik II, roue Danmark ha Norvegia, ha d'e bried Sophie von Mecklenburg-Güstrow (1557–1631). Seizhvet bugel ha pevare merc'h he zud e oa.
E Gwengolo 1602 e timezas d'ar priñs alaman Christian II Sachsen (1583-1611). Bugel ebet n'o doe.
En 1611, goude marv he fried, e teuas he breur-kaer Johann Georg Iañ (1585-1656) da vout kurfurst ha hi a voe karget d'ober war-dro polis ha lezioù-barn.
Mervel a eure e kastell Lichtenburg e-tal Prettin d'ar 26 a viz Du 1641, pemzek vloaz a-raok he breur-kaer.