Mont d’an endalc’had

Havok

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Havok (strollad Metal)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinnig ar strollad Havok

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Havok a zo ur strollad thrash metal o tont eus Denver, er (c)C’holorado e Stadoù Unanet Amerika. Savet eo bet ar strollad e 2004. E 2025 e vez kavet er strollad ar c’hanour gitarour David Sanchez, Pete Webber en taboulinoù, ha Nick Schendzielos ag a son gitar bout. Chase Becker ha Brett Rechtfertig a son ivez er strollad evit ar sonadegoù hepken. Ar strollad en deus anavezet kalz a cheñchamantoù, tost bep tro pa veze sonaozet un albom nevez gant ar strollad e cheñchas stummadur ar strollad. David Sanchez a zo ar soner nemetañ, c’hoazh er strollad, ag a zo eus ar stummadur a orin.

Hiriv an deiz, Havok en deus sonaozet ha embannet 5 albom studio ha 3 EP : Pwn ‘em All (EP 2007), Burn (2009), Time is Up (2011), Point of No Return (EP 2012) Unnatural Selection (2013), Conformicide (2017) ha V (2020), New Eyes (EP 2024). Konsideret eo Havok evel unan eus strolladoù kentañ ar “New Wave of Thrash Metal” - da laret strolladoù sonerezh Thrash Metal awenet gant ar Punk hag an Heavy Metal savet etre ar blezadoù 2000 ha 2010 - gant strolladoù evel Evile, Municipal Waste, Lost Society ha Warbringer. Pozioù Havok a zo kentoc’h troet àr zu ar politikerezh : pismigañ a reont ar relijion, ar gouarnamantoù (dresit holl Stadoù Unanat) hag ar mediaoù amerikan er skinwell dresit holl ar ganaouenn Intention to Decieve ag a grog gant un digoradur gant mouezh David Sanchez o komz evel un animatour eus ar skinwel ag o lavar : "Good evening, I′m Lyle Lott - And in the news today we cover trivial stories - To distract you from what really going on in the world - It's five o′clock - And here is what we want you to think".

Eus ar penn kentañ betek Time is Up (2011)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

David Sanchez en deus savet ar strollad gant e gamarad Haakon Sjoegren. An daou a glaske ur gitarour pennañ evit ober ar soloioù, hag o laoskell skritelloù ar giatrour Shawn Chavez a zo aet e darempred gete evit kemer perzh er strollad. A benn ar fin Havok a anav e stummadur klok kentañ e 2004 gant done ar soner gitar bout Marcus Corich, enrollet eo bet demo kentañ « Thrash Can » ar strollad ar memes blezad. E 2005 enrollet o deus un eil demo anvet « Murder by Metal ». E 2007 Marcus Corich a zo erlec’hiet gant Tyler Cantrell, ha Haakon Sjegren gant Rich Tice, hag e miz gwengolo eus ar memes blezad embannet o deus an EP Pwn ‘em All.

E miz Du 2007, Havok, goude bezañ bet gopret an taboulinour Ryan Bloom d'an diskar-amzer-se, a gasas un eiladenn eus o EP da bep ti-embann metal a c'helljont kavout. Sachet e voe evezh an ti-embann extreme metal saoz Candlelight Records gant an EP, ha buan goude e asantas ar strollad mont ganto. E 2008 Havok a gav ur sonner gitar bout nevez : Jesse de Los Santos. Ha d’an 2 a viz even 2009 o albom kentañ Burn . Met Ryan Bloom a ya kuit eus ar strollad 2 viz a-raok done an albom, erlec’hiet eo bet gant an taboulinour Pete Webber, c’hoazh er strollad hiriv an deiz. Burn a zo bet degemeret mat gant ar gumuniezh metal, met ar strollad n’eo ket c’hoazh anavezet d’ur live etrevroadel. E e miz Mae 2010 gitarour solo Havok, Shwan Chavez, a zo aet kuit eus ar strollad just a-raok ma grogfe o zroiad gant ar strollad Heavy Metal Primal Fear. David Sanchez en deus desket tout ar soloioù hag Havok n’eus troet e Power Trio (strollad metal gant 3 soner) evit an droiad. E miz Gwengolo 2010 àr-lec’h an droiad ar gitarour Reece Scruggs, o tont eus Winchester e Virjinia, a zo deuet a-barzh ar strollad, hag un neubeud amzer àr-lec’h Havok n’eus enrollet un albom nevez.

Time is Up a zo bet embannet d’an 29 a viz Meurzh 2011 edan an ti embann Candle Light Records. Ar bladenn mañ a zo an hini n’eus lakaet ar strollad da vout brudet él unan eus ar strolladoù eus an New Wave of Thrash Metal ha d’ul live etrevroadel. Goude bout embannet Time is Up, Havok n’eus troet get ur bochad strolladoù : Revocation, Forbidden, White Wizzard ha reoù brudetoc’h èl Sepultura, Death Angel, Anthrax. D’an 22 a viz Mae 2012 embannet eo bet an EP Point of No Return edan ti embann Candlelight Records c’hoazh. Savet e oa bet videoioù sonerezh evit ar c'hanaouennoù "Point of No Return" ha "From the Cradle to the Grave" an tonioù-se a zo e touesk ar re ag a zo sonet ar muiañ gant ar strollad e-pad ar sonadegoù. An ton "Postmortem/Raining Blood" (sonaozet gant ar strollad Slayer met adtapet gant Havok) a oa bet kinniget evel un ton ouzhpenn war iTunes evit ar bladenn Time Is Up. Kavet e vez ivez àr an EP mañ ar sonenn Aris savet gant ar strollad Sepultura.

Unatural Selection (2013) betek Conformicide (2017)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ouzhpenn ur bloavezh troiadoù bras divent e tistroas Havok e Denver gant ar raktres da enrollañ o fladenn da zont. Pedet e oa bet Havok da zigeriñ troiad Testament 'Dark Roots of Thrash' en o abadenn e Denver goude ma oa bet rediet Overkill da guitaat an droiad abalamour ma oa klañv ar c'hanour Bobby "Blitz" Ellsworth. Kinniget e voe d'an arvesterien ar soner gitar-boud nevez Havok, Mike Leon, goude ma oa aet Jesse kuit eus ar strollad evit tremen amzer gant e familh. Havok a grogas da enrollañ o fladenn nevezañ e nevezamzer 2013. Embannet e oa bet Unnatural Selection (trede bladenn Havok) d'ar 25 a viz Kerzu 2013, hag e-kerzh ar sizhun gentañ e oa bet lakaet e-touez ar 200 gwellañ e Billboard, gwerzhet ouzhpenn 2 500 skouerenn. Un tamm goude an embann ez eas ar strollad da Bogota, e Kolombia, da seniñ e festival Rock Al Parque, o seniñ dirak war-dro 45 000 den. Er festival e oa ivez Cannibal Corpse ha Symphony. E-pad an hañv 2014 Havok n’eus sonet en ur bochad festivalioù en Europa, an Xtreme Fest, ar Brutal Assault, ar Resurection Fest, ar Party San. D'an 30 a viz Ebrel 2015 e varvas ar gitarour pennañ Shawn Chavez d'an oad a 30 vloaz. D'an 22 a viz Kerzu 2015 e oa bet embannet gant ar strollad e oa bet dispartiet gant ar soner gitar-boud Mike Leon (ag a oa aet e-barzh ar strollad Soulfly), hag e oa bet erlec'hiet gant Nick Schendzielos eus Cephalic Carnage ha Job for a Cowboy. Er memes miz e voe embannet e oa Havok o labourat war o federvet pladenn studio, Conformicide, a voe embannet d'an 10 a viz Meurzh 2017. D'ar 17 a viz Mae 2018 e oa bet embannet gant ar strollad deiziadoù an droiad e Norzhamerika a grogo d'an 13 a viz Kerzu hag a echue d'ar 5 a viz Eost. Jungle Rot hag Extinction A.D. a oa bet gwelet ivez.

V (2020) betek 2024

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En un atersadenn gant Sonic Perspectives e miz Kerzu 2018, Sanchez a embannas e oa Havok o vont da "paouez gant e droiadoù a-benn nebeut" ha da grogiñ da skrivañ ur bladenn nevez, a oa bet soñjet gantañ e vefe embannet a-benn an hañv 2019. Embannet eo bet ar bladenn, anvet V, d'ar 1añ a viz Mae 2020, hag an hini nemeti eo gant ar soner gitar-boud nevez Brandon Bruce. D'an 2 a viz Eost 2021, Bruce en deus embannet dre e gont Instagram e oa aet kuit eus Havok, o tisplegañ : "Un nebeud sizhunvezhioù zo em eus kuitaet Havok ofisiel. Setu un dra am eus soñjet kalz ennañ hag eo ar pezh a gredan eo an diviz gwellañ evidon hag evit ar strollad. Hetiñ a ran dezho an holl draoù gwellañ war an dachenn micherel ha personel en amzer da zont” . D'an 3 a viz 2021, Metal Storm a embannas e oa bet Havok o labourat war dafar nevez, hervez ar c'heloù. Kroget en deus ar strollad gant e droiad kentañ er Stadoù-Unanet e-kerzh pevar bloaz e-kerzh an hañv 2023, ha d'ar mare-se e oa deuet ar soner gitar-boud Nick Schendzielos. Miami New Times a embannas e miz Kerzu 2023 e vefe embannet sonerezh nevez Havok e 2024. D'an 30 a viz Kerzu 2024, Reece Scruggs a embannas e oa aet kuit eus Havok goude pevarzek vloaz evel gitarour pennañ ar strollad, o tisplegañ e oa bet kudennoù a-fet amzer peogwir Reece Scruggs en doa raktresoù all, son a ra a-barzh ar strollad Groove Metal mil-vrudet Machine Head, Monolith (thrash metal) hag e strollad Heavy Metal Go Smack Alice . Brett Rechtfertig eus Psychosomatic a gemero plas Scruggs e troiadoù hañv ha diskar-amzer 2024 ar strollad.

D’ar 1añ a viz Du 2024 Havok embann un EP anvet New Eyes evel àr an Ep Point of No Return bout a zo àr en EP div sonenn orijinal Death is an Illusion ha New Eyes. Ha div sonenn bet adtapet gant ar strollad : Eye of the Beholder (savet gant Metallica) ha Commotion (eus ar strollad Rock’n’Roll Creedence Clearwater Revival).

Roll ar pladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Burn (2009)
  • Time is Up (2011)
  • Unatural Selection (2013)
  • Conformicide (2017)
  • V (2020)