Hatufim

Eus Wikipedia

Prizonidi brezel (titl orin en hebreeg חטופים,Hatufim, "bet skrapet") a zo ur stirad skinwel israelat bet produet gant Keshet ha skignet evit ar wech kentañ war Eil Chadenn skinwel Israel etre Meurzh ha Mae 2010. An eil koulzad a voe skignet en Israel etre Here ha Kerzu 2012. Kaoz a zo eus un trede koulzad. Krouet e voe ar stirad gant ar filmaozer israelat Gideon Raff.

E 2010 e tegemeras priz Akademiezh Israel evit ar filmoù hag ar skinwel evel gwellañ stirad dramatek.

Prenet e voe ar stirad gant 20th Century Fox Television e 2009, a-raok bezañ bet skignet en Israel hag azasaet e voe gant ar chadenn Showtime evit ar Stadoù-Unanet dindan stumm ar stirad brudet Homeland

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a ra an traoù e 2008. Taolenniñ a ra ar stirad tri soudard israelat bet skrapet 17 vloaz a-raok e-kerzh ur gefridi guzh e Liban.

Koulzad 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra an istor gant distro d'ar gêr ar soudarded goude bloavezhioù a varc'hatadenn evit o dieubidigezh. Bev eo Nimrod Klein hag Uri Zach. Distreiñ a reont gant relegoù Amiel Ben-Horin.

Taolenniñ a ra ar stirad diaesterioù Nimrod hag Uri da gavout o flas en ur gevredigezh he doa graet harozed broadel anezho hag eur vuhez familh bet troc'het e-pad 17 vloaz. Klañv int gant ar pezh o deus bevet o vezañ dalc'het ha jahinet. Ret eo dezho talañ ouzh ar pezh a zo tremenet e-keit-se : priedoù o deus gortozet pe o deus dibabet un hent all, bugale kresket hep o zad, kerent aet da Anaon...

Ret eo dezho bezañ gwelet gant psikologourien ha respont goulennoù an arme. Pa gav ur psikologour eus an arme dislavaroù en o diskleriadurioù e krog un enklask evit kavout ar pezh a guzhont...

Koulzad 2[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude meur a flashback war darvoudoù bet c'hoarvezet en ur skol e Metula e 1990 hag e-kerzh ar prantad just goude distro Nimrod ha Uri, e adkrog anistor un nebeud devezhioù goude dibenn ar c'houlzad kentañ.

Daoust ma ne oa ket ali Nimrod hag Uri er penn kentañ war ar pezh o doa d'ober goude bezañ dizoloet e c"helle Amiel bezañ bev c'hoazh e tivizout lavarout da Haim hag Iris a grog d'ober o enklask nann-ofisiel a-zivout a pezh a oa c'hoarvezet gant Amiel.

Kendelc'her a reer da heuliañ Nimrod hag Uri hag o ziegezhioù o klask un doare nevez da aozañ o buhez goude an distro. Gwelout a reer Amiel evel un dudenn vev ha n'eo ket evel ur weledigezh gant e c'hoar, Yael, evel er c'houlzad kentañ. Heuliañ a reer e vuhez nevez hag eñ deuet da vezañ Yusuf, ur muzulmad, e Siria.

Dizoleiñ a reer un toullad itrikoù ha raktresoù kuzh e diabarzh Tsahal.

Aktourienn ha tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulzad 1[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yoram Toledano,יורם טולדנו, a zo Nimrod Klein, unan eus ar brizonidi brezel. Un den kalonek ha speredek eo. Diaes eo dezhañ adkregiñ gant e vuhez familh.
    • Yaël Abecassis a zo Talia Klein, gwreg Nimrod. Stourmet he deus bet dizehan evit ma ve dieubet. Diaes eo dezhi adskoulmañ gantañ goude e zistro ha ne wel ket skler ken e red he buhez.
    • Yael Eitan,יעל איתן, a zo Dana, merc'h disuj Nimrod. Daou vloaz oa pa oa bet skrapet he zad.
    • Guy Selnik, גיא סלניק, a zo Hatzav, mab Nimrod en oad d'ober e goñje. ganet eo bet goude ma voe skrapet e dad.
  • Ishai Golan a zo Uri Zach, unan eus ar brizonidi brezel. Un den lent eo hag ur mignon tost Nimrod. Pa oa prizoniad e timezas danvez e wreg gant e vreur. Ur mab o deus ganet.
    • Mili Avital a zo Nurit Halevi-Zach, bet danvez gwreg Uri. Goude ur prantad glac'har e oa bet kendrec'het e oa marv Uri. Tostaat a reas ouzh e vreur Yaki ha dimeziñ a reas gantañ. En em santout a ra kablus meurbet abaoe e zistro.
    • Mickey Leon, מיקי לאון, a zo Yaakov, "Yaki"; Zach, breur Uri ha gwaz Nurit. Nec'het eo gant levezon disto Uri war e vuhez tiegezh.
    • Adam Kenneth, אדם קנת, a zo Asaf, mab Yaki ha Nurit.
    • Shmuel Shilo a zo Joseph, "Yoske", Zach, tad Uri ha Yaki. Un intañv kozh eo.
  • Assi Cohen a zo Amiel Ben-Horin, unan eus ar brizonidi brezel. Krediñ a reer ez eo bet lazhet en un doare un tamm kevrinus. Gwelout a reer er c'houlzad 2 ez o bev ha deuet da vezañ Yusuf, warlerc'hiad Jamal ha gwaz Leila, merc'h Sheikh Qasab.
    • Adi Ezroni a zo Yael Ben-Horin, c'hoar yaouank Amiel. N'hell ket gouzañv e verv hag e krog da gaout gweledigezhioù.
  • Nevo Kimchi,נבו קמחי, a zo Ilan Feldman, un ofisour eus Tsahal, karget eus an darempredoù gant familhoù ar soudarded bet skrapet, gloazet pe lazhet.
  • Gal Zaid,גל זיי]], a zo Haim Cohen, ur psikologour eus. E penn an enklask a-zivout Nimrod hag Uri emañ. Kendrec'het eo e kuzhont un dra bennak.
  • Sendi Bar a zo Iris, un ezel eus servijoù kuzh Tsahal o labourat gant Haim.
  • Aki Avni a zo Ofer, perc'henn un ajañs bruderezh ha mignon da Nimrod a oa bet gantañ en arme.
  • Dalik Volonitz, דליק ווליניץ, a zo an Dr Shmuel Ostrovsky, ar psikologour a ra war-dro Dana.
  • Doron Amit,דורון עמית}}, a zo Ehud, mab an Dr Ostrovsky.
  • Salim Dau,סלים דאו}} a zo Jamal Agrabiya, penn ar strollad a skrapss hag a zalc'has prizoniad Nimrod, Uri hag Amiel.
  • Abdallah El Akal a zo Ismail, mab Jamal, bugel.
  • Said Dasuki a zo Ismail, krennard.

Koulzad 2 (tudennoù ouzhpenn)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hadar Ratzon-Rotem, הדר רצון-רותם, a zo Leila, gwreg Yusuf (Amiel).
  • Makram Khoury a zo Sheikh Qasab, tad Leila, diazezer an aozadur a aozas skrapadeg Nimrod, Uri hag Amiel.
  • Yousef (Joe) Sweid a zo Abdullah bin Rashid En toull-bac'h en Israel emañ goude bezañ bet kondaonet evit taol sponterezh sol Metula. Dieubet eo en eskemm prizonidi a ro tro da Nimrod hag Uri da zistreiñ.
  • Jonathan Uziel,יונתן עוזיאל]] a zo Yinon "Noni" Meiri. Lazhet e voe e dad gant Abdullah pa yeas evit ar wech kentañ d'ar skol da c'hwec'h vloaz. Ur soudard eus Tsahal eo. Labourat a ra gant Ze'ev Kaplan.
  • Shimon Mimran,שמעון מימרן, a zo an Dr Ze'ev Kaplan, psikologour eus Tsahal. Labourat a ra war ur raktres bet savet gant Tar Shorer hag anvet "Oberiadenn Yehudah".
  • Sinai Peterסיני פתר}} a zo Tar Shorer, bet unan eus pennoù ar Mossad da vare skrapadeg Nimrod hag Uri. Gwelout a rae an darvoud-se evel ur c'hwitadenn bersonel ha prientet en do ur raktres evit en em veñjiñ. Lazhet e voe en ur gwallzarvoud karr-tan just a-raok dieubidigezh Nimrod hag Uri.
  • Boaz Konforty a zo Oren, ur mignon da Nimrod hag un ezel eus e strollad.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berzh a reas koulzad kentañ Hatufim pa voe skignet en Israel. Prizet e voe gant ar filmvarnerien ha gounid a reas meur a briz.

Burutelladennoù a voe a-berzh familhoù soudarded dalc'het prizoniad koulskoude.

Muioc'h a berzh a reas an eil koulzad c'hoazh. An abadenn sellet ar muiañ outi e 2012 e voe. Prizioù a c'hounezas ivez. Koulz en Israel hag e broioù all. Gwerzhet e voe e kalz broioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]