Hassan Gouled Aptidon

Eus Wikipedia

Hassan Gouled Aptidon (ganet marteze d'ar 15 a viz Here 1916 - 21 a viz Du 2006) a oa ur politikour eus Djibouti, bet prezidant kentañ ar vro.

E 1974, pa oa c'hoazh Djibouti un drevadenn c'hall anvet Territoire français des Afars et des Issas, e c'halvas da votiñ evit François Mitterrand. D'ar 27 a viz Even 1977 e teuas da vezañ prezidant kentañ Djibouti.

E 1981 e tisklêrias e oa e strollad politikel, an RPP (Rassemblement Populaire pour le Progrès), an hini nemetañ aotreet e Djibouti. D'ar memes bloaz e c'hounezas evel-se dilennadeg an 12 a viz Even gant ouzhpenn 84% eus ar mouezhioù. Gounit a reas an dilennadegoù da heul daoust ma voe aotreet ar strolladoù politikel all e 1992. Ne lakaas ket e anv e dilennadeg miz Ebrel 1999 hag a voe gounezet gant e niz, Ismail Omar Guelleh. Kuitaat a reas e garg d'an 8 a viz Mae 1999.