Mont d’an endalc’had

Hasdrubal ar Boetarc'h

Eus Wikipedia
Hasdrubal ar Boetarc'h
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAncient Carthage Kemmañ
Anv-bihanHasdrubal Kemmañ
Deiziad ganedigezh2vet kantved kt JK Kemmañ
Deiziad ar marv2vet kantved kt JK Kemmañ
Lec'h ar marvRoman Italy Kemmañ
Micherpenn brezel Kemmañ
Grad milourelpennkomandant Kemmañ
BrezelTrede brezel punek Kemmañ
Skour lulu Kartada Kemmañ

Hasdrubal ar Boetharc'h zo ur jeneral eus Kartada a renas difenn ar geoded e-pad he seziz gant ar Romaned, renet gant Scipio Aemilianus e-pad an Trede brezel punek (149-146 a-raok J.-K.).

Ar boetharc'h a oa ur renk en arme (komandant ar bagadoù skoazell) tizhet gantañ e 152 a-raok J.-K.[1]. E 148 a-raok J.-K. e kemeras penn difenn ar geoded[1].

Danevell a ra ar mammennoù en em gaeas e e templ Eshmoun war tuchenn Birsa, e-pad seziz 146, ur wezh kemeret karter ar porzhioù ha traoñ kêr gant an arme roman. En em zifenn a reas pell eno met pa welas e oa kollet pep tra e tec'has da vont d'en em zaskoriñ da Scipio. E wreg, feuket gant e drubarderezh, en dije dic'houzouget e vugale dirak e zaoulagad a-raok en em deurel en tan.

Keñveriet eo bet an darvoud-mañ gant emlazh ar rouanez Didon kerkent hag en Henamzer[2]. A-hervez e vije chomet Hasdrubal bev ha bevet en dije dieub en Italia[1]. En em rentañ dre zizesper pe dre aon zo disheñvel-kenañ eus ar pezh a c'hallfed gortoz eus e berzh pa seller ouzh e emzalc'h kalonek e-pad ar brezel-se. Lod a sell ouzh an darvoud-mañ evel un elfenn eus ar propaganda roman a dalveze da reizhabegañ ar brezel da c'houde. Ur skouer e oa eus ar punica fides, feiz fall ar Gartadaiz gwallvrudet gant ar Romaned. Diskouez a reont Hasdrubal milliget gant e wreg dezhañ e-unan.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Edward Lipinski [sous la dir. de], Dictionnaire de la civilisation phénicienne et punique, éd. Brépols, Paris, 1992, p. 212
  2. Hédi Dridi, Carthage et le monde punique, éd. Les Belles Lettres, Paris, 2006, p. 59