Harz-labour hollek
Neuz
Un harz-labour hollek a vez graet eus un harz-labour gant kalz-kalz a labourerien e meur a lec'h, evit palioù ekonomikel pe bolitikel.
Perzhidi un harz-labour hollek a glask paouez gant an holl obererezhioù ekonomikel, evel al labour, evit tizhout goulenn(où) ur c'hengevread sindikadoù pe gant ur pal sokial pe bolitikel. Aozet e vezont an aliesañ gant un niver bras a aozadurioù politikel, sokial ha sindikadoù. Ouzhpenn-se e vez manifestadegoù, baleadegoù, boikotoù, disenterezh keodedel, harz da baeañ an taosoù, ha doareoù all oberiant pe get. Pa vez un harz-labour hollek e c'hall al labourerien diazez eus ar gevredigezh chom oberiant pa'z int labourerien eus bed ar yec'hed, evel klañvdiourezeed ha medisined.