Harpers Ferry (West Virginia)

Harpers Ferry zo ur gêriadenn istorel e kontelezh Jefferson, e West Virginia (Stadoù-Unanet Amerika). E kember ar stêrioù Shenandoah ha Potomac emañ. 269 annezad a oa e 2020[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo al lec'h e 1712 e kronikennoù diwar-benn Virginia. Shanandoah e veze anvet d'ar poent-se. An Alaman a oa perc'henn war an takad a werzhas anezhañ e 1747 da Robert Harper, a lakaas sevel ur vilin eno. Ober a reas ur vag-treizh ivez, evit ma c'hallje an dud kas greun dezhañ a-dreuz ar stêr. E anv a roas d'ar gêriadenn[2]
George Washington a lakaas sevel un arsanailh eno e 1799, evit ma c'hallje produerezh armoù ar Stadoù-Unanet nevez-c'hanet bezañ dizalc'h diouzh hini Europa[3]. Ul lec'h strategel e teuas ar gêriadenn hag he arsanailh da vezañ. E 1859 e voe taget gant John Brown, a glaskas lakaat sklaved da sevel a-enep ar sklaverezh er vro. E miz Ebrel 1861 e tisklêrias Virgina he c'hoant da zispartiañ diouzh ar Stadoù-Unanet. Milisoù a glaskas aloubiñ al lec'h, a oa gwarezet gant an US Army, en aner. E 1862 e voe aloubet gant an arme gengevreet a-benn ar fin. Adtapet e voe ar gêriadenn gant arme an Unvaniezh e 1864[4]. Emgannoù ar Brezel Diabarzh a zistrujas ar braz eus ar gêriadenn.
Goude ar brezel e teuas Harpers Ferry da vezañ ul lec'h touristerezh, dreist-holl evit Afro-Amerikaned ar vro[5], met ne adkavas ket ar pouez he doa gwechall. E 1963 e teuas ar gêr da vezañ ur Park Broadel, evit ma vije gwarezet al lec'h.
Dudioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwenojenn an Appalachoù a dreuz Harpers Ferry.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Harpers Ferry town, West Virginia, United States Census Bureau (lennet d'an 02/02/2026)
- ↑ (en)VELTEN John J., The history and operation of the ferry formerly at Harper's Ferry, Thesis required for integration into Tau Beta Pi, kinniget d'ar 17/04/1931, Archive.org, pp. 1-2
- ↑ (en) LEE Andrew S., The U.S. Armory at Harpers Ferry, studiadenn evit an Harpers Ferry National Historical Park, 2006 (pellgarget d'an 02/02/2026)
- ↑ (en) Harpers Ferry Armory and Arsenal, war lec'hienn an National Park Service (lennet d'an 02/02/2026)
- ↑ (en)FLETCHER Patsy Mose, Historically African American leisure destinations around Washington, D.C., The History Press, 2015, 160 p., ISBN 978-1467118675