Mont d’an endalc’had

Harod

Eus Wikipedia
Haroded saoz ha skosat gant o zabaroù e-kerzh kurunidigezh ar roue Charles III, 2023

Un harod, pe harod an ardamezioù, a oa un ofiser a anaveze ardamezioù aotrouien Kornogeuropa er Grennamzer hag a aoze an tournamantoù. Kefridioù all en doa evel embann anvioù ha kemennadennoù e vestr hag embanner a c’hellfed ober anezhañ ivez. Ur seurt kannadour e c’halle bezañ e fin ar Grennamzer. Anavezet e oa dre e zilhad a oa un doare sourkot, anvet tabar[1]. Kavet e vez c’hoazh e broioù ma'z eus ur roue evel ar Rouantelezh-Unanet ha Belgia.

Pevar rez a oa er vicher-mañ.

Eus ar galleg kozh, hérau(l)t e teu ar ger brezhonek, met un orin germanek a zo dezhañ : hari (arme) + wald (penn).

Koulskoude, n’eus ket da grediñ e oa an harod e penn ul lu, ul lesanv a enor e c’hellfe bezañ bet, tostoc'h da « brezelour kozh » pe « aotrou ».

Ar pevar rez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar rez a zo evit ofiserien an ardamezioù e Bro-C’hall hag er broioù nes er Grennamzer

  • Roue an ardamezioù, a ren ambroug an ardamezioù.
  • Marichal an ardamezioù, eiler roue an ardamezioù.
  • Harod an ardamezioù.
  • Poursuer an ardamezioù, a zesk ar vicher.

Kavout a reer ar garg e-tro ar pennadurezhioù abaoe pell zo, en Henamzer[2], pa veze graet κήρυκες kếrukes  anezho gant an Henc'hresianed ha fetiales gant an Henromaned.
.

Lies e oa ar c'hefridioù fiziet e harodoù an Henamzer, pa c’hellent mont e-barzh ar c'hêrioù sezizet pe e-kreiz an emgannoù hep bezañ harzet na gloazet. Kouviañ a raent bodadegoù ar pennoù, huchañ a raent evit lakaat ar peoc’h en engroez a-raok ma komzfe ar pen pe an unpenn. Hanterourien e oant evit treuzkas an urzhioù hag en Odisea e weler un harod karget da gonduiñ ur c’haner doueel betek ar roue Alkinoos. En Ilias, pa ya Priam da c’houlenn dre guzh kelan e vab digant Ac'hilleüs, e teu asambles gant un harod.
Dindan paeroniezh Hermes e veze lakaet ar c'hkếrukes’’ a zouge ur vazh e koad olivez gant skourroùigoù hag an draezenn a zeuas da vezañ ar naerwialenn, met karget e oant ivez da zegas ar walenn-roue d’an unpenn pa oa-eñ o vont da gomz ez-foran.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Bez' ez eus un tabar kozh e ti-kêr Karaez.
  2. Gwalennoù-roue a veze en Henegipt hag an dud karget da ober war-dro a c’hellfe bezañ seurt harodoù