Harar

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Lec'hiadur Harar en Etiopia

E reter Etiopia emañ Harar Jugol ("Harar he mogerioù-kreñv"). Kavet e vez ar stummoù Harrar, Hārer, Harer ivez. Adari a reer anezhi e somalieg.

Lec'hiet eo e beg ur menez da 1 885 metr ha da 500 km eus Addis Abeba. Kêr-benn ar Stad-rannvro Harar eo. Pevare kêr santelañ an Islam eo.
Hervez brasjedadennoù ar Central Statistical Agency of Ethiopia (Ajañs Kreiz Stadegoù Etiopia, CSA ; amhareg : የማዕከላዊ ስታቲስቲክስ ኤጀንሲ) e oa 151 977 annezad en Harar e 2012.

Pinvidik eo istor Harar, a voe diazezet e-tro ar {{VIIvet kantved]]. Kêr-benn rouantelezh an Hararied e voe e-pad ar XVIvet kantved (1520-1568) a-raok bezañ gounezet gant Egipt. Ur greizenn a ouiziegezh islamek pouezus e voe, hag er XVIIvet kantved e voe kalonenn un emirelezh dizalc'h. Stourm a reas enep Etiopia gristen. Berzet e voe ouzh an estrenien. Richard Francis Burton a weladennas anezhi hag Arthur Rimbaud a voe o chom enni d'ur mare.

Melezour an amzer-dremenet pinvidik-se eo kêr Harar gant savadurioù eus meur a vare :

Evit an holl abegoù-se hag evit tres kêr ez eo rummet e Glad bedel Mab-den gant an UNESCO abaoe [[2006}}.