Hans Staden

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Hans Staden gant H. J. Winkelmann, 1664

Hans Staden, ganet e-tro 1525 hag aet da Anaon e-tro 1576, a oa ur goprsoudard, skrivagner hag ergerzher alaman. Beajet en devoa e Suamerika e-kreiz ar XVIvet kantved. Eno e oa bet prizoniet gant ar meuriad Tupinambá eus Brazil. Deuet e oa a-benn da chom bev ha da zistreiñ da Europa. Dreistbrudet eo bet evit bezañ skrivet ur skrid-buhez ma konte e veaj hag e amzer evel prizoniad. En e levr eo deskrivet ar meuriad evel tuddebrerien a oa en entremar diwar-benn debrin anezhañ pe get, ha penaos e teuas Staden a-benn da chom bev.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Staden en Homberg, e Landgraviezh Hessen. N'en doa ket bet un deskamant don ha fall e oa tapet gant ar vuhez met dedennet bras e oa gant ar beajoù pa oa deuet a-benn da lestrañ da vont war-zu Brazil e 1547.

Engravadur orin eus 1557. Theodor de Bry o taolenniñ an Tupinambá e-pad ur fest tuddebrerien; Staden eo an den barvek en noazh a-zehoù ha gant an enskrivadur "H+S" a-us dezhañ.