Hans Richter
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Alamagn, Stadoù-Unanet, Suis |
| Anv e yezh-vamm an den | Hans Richter |
| Anv ganedigezh | Johannes Siegfried Richter |
| Anv-bihan | Hans |
| Anv-familh | Richter |
| Deiziad ganedigezh | 6 Ebr 1888 |
| Lec'h ganedigezh | Berlin |
| Deiziad ar marv | 1 C'hwe 1976 |
| Lec'h ar marv | Minusio |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Implijer | Bauhaus |
| Bet studier da | Ferruccio Busoni |
| Studier | Peter Klasen |
| Lec'h annez | Zürich |
| Lec'h labour | Zürich, New York |
| Diellaouet gant | Archive of the Academy of Arts |
| Teuliad arzour e | Frick Art Research Library, National Gallery of Art Library |
| Luskad | Dada, cubism |
| Ezel eus | American Abstract Artists |
| Prizioù resevet | German Film Award |
| Deskrivet en URL | https://bauhaus.community/gnd/118600435 |
| Dileuriet gant | Light Cone |
| Dileuriad ar gwirioù a aozer | Confédération Internationale des Sociétés d'Auteurs et Compositeurs, reproduction right not represented by CISAC member |
| Rummad tost | Category:Films directed by Hans Richter |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Hans Richtera zo ul livour hag ur filmaozour amerikan, bet ganet d’ar 6 a viz Ebrel 1888 e Berlin ha marv e Locarno (Suis) d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1976.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiañ a reas e Akademiezh arzoù-kaer Berlin e 1908 hag e Akademiezh Weimar e 1909. Goude-se e voe dedennet gant meur a luskad : hini "Der Blaue Reiter" e 1912 ha "Der Sturm" e 1913. E 1914 e voe dedennet gant ar gubouriezh. Kemer a reas perzh ivez er gelaouenn Die Aktion (Berlin). E 1916, e-pad e ziskouezadeg kentañ e Munich, ez eas e-barzh strollad dada Zürich. Ouzhpenn e daolennoù leun a livioù e krogas da livañ luskoù difetis fiñvus war rolloù (Preludium, 1919), Fugue 20 1920). Dre forzh ober enklaskoù e teaus a-benn da sevel ur film difetis, Rythmus 21 e ditl. E 1941 ez eas d’ar Stadoù-Unanet, eno e kelennas (e City College e New York) hag e savas filmoù all. E film Dreams That Money Can Buy (huñvreoù da werzhañ), savet e 1944 ha skignet e 1947, a zo ur film dreistrelaour. Etre 1956 ha 1957 e savas ur film-pegadur anvet 8x8, diazezet war barzhonegoù dada skrivet e 1916 hag e 1917. Gantañ e labouras arzourien all evel Max Ernst, Jean Cocteau, Paul Bowles, Fernand Leger, Alexander Calder ha Marcel Duchamp a-benn kas ar raktres-se da benn. E 1957 e savas ur film anvet Dadascope, ennañ barzhonegoù ha komzoù lavaret gant ar re o doa o savet : Hans Arp, Marcel Duchamp, Raoul Hausmann, Richard Huelsenbeck ha Kurt Schwitters. Adalek 1958 edo o chom e Ascona hag e Connecticut. and returned to painting. War un dro e kendalc’has da livañ, ha leun a livioù e voe e daolennoù. Tamm-ha-tamm e cheñchas hag e savas taolennoù difetis, diazezet war ar mentoniezh (Piccolo Castello, 1961). Richter a skrivas ivez ul levr a-bouez war luskad dada, Dada: Art and Anti-Art e ditl. Gwelet eo evel unan eus ar filmaozourien bouezusañ a-fet filmoù gward a-raok.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1921 : Rhythmus 21
- 1923 : Rhythmus 23
- 1925 : Filmstudie
- 1947 : Dreams That Money Can Buy (huñvreoù da werzhañ)
- 1957 : 8x8 (film-pegadur), Dadascope