Hans Christoph von Königsmarck (1600-1663)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Hans Christoph von Königsmarck zo ivez.
Hans Christoph von Königsmarck

Hans Christoph Graf von Königsmarck (pe Hans Kristoffer, Hans Christoff, Hans Christopher pe Hans Christoffer), ganet e 1600 en Kötzlin in der Prignitz ha marvet e 1663 en Stockholm, a oa ur c'hont ha jeneral alaman en arme Sveden,

Mab e oa da Konrad von Königsmarck ha Beatrix von Blumenthal (merc'h da Johann von Blumenthal hag Ursula von Sparr). Tad e oa da Kurt Christoph von Königsmarck (1634-1673) hag Otto Wilhelm von Königsmarck (1639–1688).

Edo e penn skouadrenn skañv ar roue Gustav II Adolf. anvet e voe da jeneral en 1640, da c'houarnour Bremen-Verden en 1645, da guzulier prevez en 1651, da feldmarschall en 1655. Kas a reas emgann Praha en 1648, ha gantañ e voe lakaet fin da Vrezel an Tregont Vloaz.