Mont d’an endalc’had

Hannibal Lecter

Eus Wikipedia
Hannibal Lecter
den faltazius, tudenn lennegel, tudenn ur film, tudenn heuliad skinwel
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Lituania Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHannibal Lecter Kemmañ
Anv-bihanHannibal Kemmañ
AnvГаннибал Лектер Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Gen 1933 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKaunas Kemmañ
Kompagnun(ez)Clarice Starling, Will Graham Kemmañ
Micherpsikiatrour, lazher a steudad, kanibal Kemmañ
Lifestyletuddebrerezh Kemmañ
Labour da-heulDr. Hannibal Lecter Kemmañ
Krouet gantThomas Harris Kemmañ
Dezerc’herBrian Cox, Anthony Hopkins, Gaspard Ulliel, Mads Mikkelsen Kemmañ
EnebourWill Graham, Jack Crawford, Paul Krendler Kemmañ

An doktor Hannibal Lecter zo un dudenn krouet gant ar skrivagner romantoù stadunanat Thomas Harris. Lecter zo un debrer-tud ha lazher a steudad met ur bredvezeg lezennel a-vicher ; goude bezañ bet harzet eo goulennataet gant an ajanted eus an FBI Will Graham ha Clarice Starling evit sikour anezho da herzel lazherien a steudad all.

Gwelet eo bet an dudenn evit ar wech kentañ en ur roll bihan evel den den fallakr e 1981 er romant thriller Red Dragon, hag a oa bet azasaet e stumm ur film Manhunter (1986), gant Brian Cox evel Lecter (skrivet ha distaget "Lecktor"). Lecter en doa bet ur roll kalz brasoc'h er romant The Silence of the Lambs (1988) ; en azasadur filmet eus 1991 e voe c'hoariet roll Lecter gant Anthony Hopkins, hag enoret e voe gant un Academy Award for Best Actor. Hopkins en doa adkemeret ar roll en azasadur e 2001 eus ar romant eus 1999 Hannibal, hag a daolenn Lecter o tont a-benn da chom hep bezañ harzet, hag evit an eil azasadur eus Red Dragon e 2002.

Er pevare romant, Hannibal Rising (2006), e vez kaoz eus yaouankiz Lecter ha penaos eo troet d'ul lazher a steudad. Er film azasaet eus 2007 eo bet c'hoariet gant Gaspard Ulliel. Er stirad skinwel war NBC anvet Hannibal (20132015), hag amañ e pouezer war al liammoù etre Lecter ha Graham, Lecter a oa c'hoariet gant Mads Mikkelsen, a oa bet enoret gant ur Saturn Award for Best Actor on Television evit e c'hoari.