Hanna Barvinok
| Hanna Barvinok | |
|---|---|
| Ганна Барвінок | |
| Anv | Олександра Михайлівна Білозерська Oleksandra Mic'hailivna Bilozerskaya |
| Anv-pluenn | Ганна Барвінок Hanna Barvinok |
| Ganedigezh | 23 a viz Ebrel 1828, Olenivka Distrig Borznyanskyi, oblast Tchernihiv |
| Marv | 23 a viz Mezheven 1911 (83 bloaz), Motronivka Distrig Borznyanskyi, oblast Tchernihiv |
| Broadelezh | |
| Micher | Skrivagnerez, folklorourez |
| Yezh | Ukraineg |
| Pried | Panteleimon Oleksandrovitch Koulich |
Oleksandra Mic'hailivna Bilozerskaya (Olenivka, Impalaeriezh rus, 23 a viz Ebrel 1828[1] — Motronivka, 23 a viz Mezheven 1911[2]), brudet dre he anv-pluenn Hanna Barvinok (Ганна Барвінок), a oa ur skrivagnerez hag ur folklorourez ukrainat.
Lakaet e vez e-touez ar skrivagnerien bennañ en Ukraina, ar vaouez kentañ el lennegezh ukrainek a vremañ. Un diaraogerez eo bet er realouriezh tudouriel en he bro[3].
Pried ar skrivagner ukrainat Panteleimon Oleksandrovitch Koulich (1819-1897) e oa.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 23 a viz Ebrel 1828 en deiziadur juluan e oa bet ganet Oleksandra en Olevnika, ur gêriadenn e Gouarnelezh Tchernihov en Ukraina war glann gleiz ar stêr Dnipro, a zo en oblast (rannvro) Tchernihiv en Ukraina a vremañ.
Mic'hail Bilozerskyi e oa he zad, anezhañ ur "marichal a noblañs" (Предводитель дворянства), eleze ur c'hannad dilennet gant noblañsoù ar c'horn-bro hag a oa kadoriad o bodadeg. Ur spered dishual e oa, ha dedennet gant lennegezh ukrainek e amzer.
Paraska Hryhorivna Kostenetska e oa anv he mamm, merc'h ur soudard kozak, ha dedennet e oa gant kanaouennoù ha gizioù hengounel Ukraina[4].
Daou vreur he devoa Hanna : ar c'hazetenner ha skrivagner Vasyl (Василь, 1825-1899), ar folklorour ha tudoniour Mykola (Микола, 1833-1896), hag ur c'hoar, Lyoubov (Любов), a voe muzenn ar barzh Viktor Zabila (Віктор Забіла, 1808-1869).
Alies e veze tanioù-gwall en Olevnika, ha peurzevet e voe annez an tiegezh, ar pezh e redias da zilojañ da Votronivka, ur gêriadenn amezek m'en devoa douaroù[4].
Adalek ma voe 6 vloaz, e 1834, betek he 14 vloaz (1842) e voe skoliataet Oleksandra en ur skol-lojañ brevez e Konotop (Конотоп) en oblast Sumy (Сумська область)[4]. E 1843, oadet a 15 vloaz, e kejas ouzh Panteleimon O. Koulich, a oa 24 bloaz d'ar mare, pa oa bet pedet hennezh gant Vasyl da weladenniñ Motronivka.
E 1846, ar gouarnamant a gasas P. Koulich d'an estrenvro da zeskiñ yezhoù slavek. Kent mont kuit e weladennas an tiegezh Bilozerskyi evit goulenn dorn Oleksandra, ar pezh a voe asantet gant tud an dimezell. D'an 22 a viz Genver 1847 (3 a viz C'hwevrer) e voe lidet an eured. E Warszawa e Polonia e tremenas ar c'houblad e sizhun briedelezh.
Goude freuzidigezh ar strollad politikel kuzh Breuriezh Sent-Kiril-ha-Method (Кирило-Мефодіївське братство Kyrylo-Méfodiïvs'ke bratstvo) e Kyiv gant gouarnamant an Impalaeriezh hag harzidigezh he fried, Oleksandra a c'hanas ur bugel marv ; n'he devoe bugel all ebet. Mont da Doula da-heul he gwaz a eure, pa voe barnet hennezh e Sankt-Peterbourg abalamour d'e levr Un istor a-zivout pobl Ukraina (Повість про український народ, 1846). E Sankt-Peterbourg e vevas ar c'houblad adalek 1854. E 1883 en em stailhjont e Motronivka ; 55 bloaz e oa Oleksandra.
E-pad 25 bloaz e oa bet Panteleimon o treiñ ar Bibl en ukraineg ; pa voe devet an dornskid e voe broudet gant e wreg da adkregiñ gant al labour[4]. Diouzh he zu, ar skrivagnerez a gemeras perzh e diorren ur brederouriezh diazezet war ur Stad ukrainat.
Goude tremenvan he fried e 1897, Oleksandra a werzhas he ferc'henniezh e Motronivka evit gallout embann e oberennoù. Dre he strivoù e teuas a-zindan ar wask an dastumad klokañ a zo bet betek hon amzer. Ouzhpenn kement-se e lakaas sevel ur skol en enor d'he fried e Borzna (Борзна) en Oblast Tchernihiv (Чернігівська область) en Ukraina an Norzh.
E 1908 e voe aozet abadennoù evit staliañ ur gumuniezh ukrainat e Pariz. Unan eus pennoù al luskad, ar c'hazetenner Yaroslav Fedortchouk (Ярослав Федорчук, 1878-1916), a c'houlennas digant ar c'hazetennoù Rada (Рада) e Kyiv ha Dilo (Діло) e Lviv skoazellañ ar sevel ul levraoueg ukrainek e kêr-benn Bro-C'hall. Unan eus an dud kentañ o skorañ ar raktres e voe Oleksandra Bilozerskaya-Koulich, a gasas da Bariz un dastumad eus oberennoù he gwaz a-gevret gant he levrioù dezhi.
D'an 23 a viz Mezheven 1911 (6 a viz Gouhere) e varvas ar skrivagnerez, a voe beziet e Motronivka e-kichen he fried.
Meur a straed en Ukraina a voe anvet en enor da Hanna Barvinok, e Kyiv ha Liv pergen.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1847, d'an oad a 19 vloaz, e Varsovia goude he eured, e stagas da skrivañ istorioù poblek, an hini kentañ o vout Ar serv yuzev (Єврейський кріпак). Dek vloaz goude, e 1858, e voe embannet dindan an anv-pluenn Hanna Barvinok, a oa bet dibabet gant P. Koulich[5].
Tremen 30 levr a voe skrivet gant Hanna Barvinok, maouezed an dudenn bennañ enno peurliesañ[6]. E komz-plaen e skrivas da gentañ, a-zivout buhez ar bobl, hini ar familhoù hag ar gouerien dreist-holl, ha « planedenn ar gouerez » pergen[7].
Ganti e voe diazezet ha bleinet luskad ar realouriezh tudouriel el lennegezh ukrainek, dre ma tenne he skridoù diwar an notennoù a gemere e-kerzh he beajoù.
A-hed hec'h oberennoù ez eo bet sachet evezh ar skrivagnerez gant an darempredoù etre izili ur familh, an tiranterezh en o zouez (Будинок катастрофи Ti ar gwallreuzioù, 1861), planedenn drist ur vaouez a vev gant ur mezvier (Бідність жінок Paourentez ar maouezi, 1887), hag an dimeziñ dre ret (Помилка батька Fazi an tad, 1902). Ne live ket hepken maouezi gwan, pa grouas tudennoù benel kreñv ha mennet-start (Перемога An trec'h, 1887 ; Боротьба молоді Stourm ar yaouankiz, 1902).
Bev-buhezek ha skeudennek e oa he yezh, leun a grennlavarioù poblek, enni bommoù rannyezhel eus rannvroioù Tchernihiv (en norzh da Gyiv) ha Poltava (war c'hlann gleiz ar stêr Dnipro).
E meur a gazetenn e voe embannet he skridoù, koulz hag e meur a zastumad ha teskad. Da-geñver 190vet deiz-ha-bloaz, e 2002, e voe embannet e Kyiv un dastumad peuzklok eus hec'h oberennoù, anvet Ганна Барвінок / Hanna Barvinok ken eeun ha tra.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Bohachevsky-Chomiak, Martha. Feminists Despite Themselves – Women in Ukrainian Community Life, 1884-1939. Edmonton, Alberta : Canadian Institute of Ukrainian Studies Press, 1988 (ISBN 978-0-920862-57-5)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (uk) Oberennoù Hanna Barvinok @ Tchtyvo. Kavet : 03 Ebr 26..
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En deiziadur juluan ; 5 a viz Mae en deiziadur gregorian.
- ↑ 6 a viz Gouhere en deiziadur gregorian.
- ↑ Bohachevsky, 1988, p. 10.
- 1 2 3 4 (uk) Ганна Барвінок @ Levraoueg C'herson. Kavet : 03 Ebr 25..
- ↑ (uk) БАРВІНОК Ганна @ Entchiklopediya. Kavet : 03 Ebr 25..
- ↑ (uk) 29/05/2018 : un abardaevezh gouestlet da Hanna Barvinok @ Новгород-Сіверська міська територіальна громада (Kumuniezh Tiriad Novgorod-Siversky). Kavet : 03 Ebr 26..
- ↑ (en) Internet Encyclopedia of Ukraine. Kavet : 03 Ebr 26..

