Hamantasch

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur wastell

Hamantasch (liester hamantaschen (yi) המן־טאַש‎ homentash, li. המן־טאַשן homentashn, ger ha ger 'godelloù Haman') zo ur wastell yuzev achkenaz e stumm un tric'horn ennañ kaotigell prunev a zebrer da vare gouel Pourim. Anvet eo ar wastell diwar Haman, un den drouk en doa klasket lazhañ ar Yuzevien evel m'eo kontet e Levr Ester. Hervez enklaskourien zo e vije bet gwastilli en enor d'an doueez Ishtar da vare Babilon da gentañ.