Mont d’an endalc’had

Haganah

Eus Wikipedia
Arouez an Haganah

An Haganah (hebraeg : הַהֲגָנָה ha-Haganah, "An Difenn") a oa ar strollad peuzsoudarded pouezusañ ar gumuniezh yuzev (Yichouv) e Palestina fiziadour. Savet e voe e 1920 goude kabaduilhoù e Jeruzalem. E benn kentañ e voe Yosef Hecht, ur soudard hag en doa servijet er Jewish Legion. Divodet e voe an Haganah e 1948 da vare krouidigezh stad Israel, ha servijout a reas da ziazez evit krouiñ Tsahal.