Mont d’an endalc’had

Haenel MK 556

Eus Wikipedia
Haenel MK 556


An Haenel CR 223, stumm damaotomatek an Haenel MK 556
Kinnig
Bro Alamagn Alamagn
Doare Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, dre biston
Munision 5,56 × 45 mm NATO
Produer C. G. Haenel
Perzhioù teknikel
(hervez hirder ar c'hanol)
Mas (hep kartouchenn) 3,6 kg
3,5 kg
3,4 kg
3,35 kg
Hirder (lamm dibleget / pleget) 923 - 838 mm
838–798 mm
812–748 mm
781–696 mm
Hirder ar c'hanol 408 mm (16.1 in)
368 mm (14.5 in)
318 mm (12.5 in)
266 mm (10.5 in)

Lusk-tennañ 900 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv eeun 30 kartouchenn
Karger Beta C-Mag 100 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An Haenel MK 556 (evit Maschinenkarabiner) zo ur fuzuilh-arsailh ijinet e dibenn ar bloavezhioù 2010 gant an embregerezh alaman C. G. Haenel. Un doare AR-15 eo, deveret eus ar CR 223, un arm damaotomatek hepken graet evit ar marc'had sivil.

Adalek 2017 e kemeras perzh er genstrivadeg System Sturmgewehr evit kemer plas an HK G36 er Bundeswehr. Dibabet e voe an MK 556 en ur mod ofisiel e miz Gwengolo 2020, ha prest e oa an arme alaman da brenañ 120 000 skouerenn anezhi e 250 milion a euroioù[1][2]. Un nebeud mizioù war-lerc'h e voe nullet ar marc'had koulskoude, evit meur a abeg : politikel, pa oa perc'hennet C. G. Haenel gant ar strollad emirati Tawazun, ha kenwerzhel, pa voe savet klemm gant Heckler & Koch a-enep o c'hevezerien evit bezañ, herveze, implijet elfennoù breouet gante en MK 556. An HK 416, a oa erruet da eil er genstrivadeg, zo bet choazet en he flas a-benn ar fin[3].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Laurent LAGNEAU, L’armée allemande choisit le fusil d’assaut MK556 de l’armurier C.G Haenel aux dépens du HK-416, Zone militaire, 16/09/2020 (lennet d'an 21/04/2026)
  2. (en) Maxim POPENKER, Haenel MK 556 assault rifle and Haenel CR 223 carbine (Germany), Modern Firearms (lennet d'an 21/04/2026)
  3. (fr) Laurent LAGNEAU, L’armée allemande change de fusil d’épaule au profit du HK-416 ou du HK-433, Zone militaire, 02/03/2021 (lennet d'an 21/04/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan