Ha! Ha! Said the Clown

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Manfred Mann, luc'hskeudennet tra m'edo
ar strollad o kanañ en abadenn skinwel Fanclub
(27 a viz Mae 1967).

Ha! Ha! Said the Clown a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Tony Hazzard (1943-).

Enrollet e voe gant ar strollad sonerien rock saoz Manfred Mann[1] hag embannet d'ar 24 a viz Meurzh 1967 gant an ti-embann pladennoù Fontana Records. Degemeret mat e voe ar bladenn gant ar selaouerien dre ma voe renket da gentañ en Alamagn, Aostria hag en Izelvroioù ha da eil e Norvegia ha Zeland-Nevez. Chom a reas renket da bevare er Rouantelezh-Unanet e-pad div sizhunvezh.
Ne reas ket berzh e Stadoù-Unanet Amerika ha se zo kaoz ma voe enrollet Ha! Ha! Said the Clown gant The Yardbirds diwezhatoc'hik (e miz Gouere 1967) : tro-wenn a reas ar strollad-mañ ivez dre ma chomas sac'het da bempvet ha daou-ugent...

Azasaet e voe e galleg hag adanvet Oh ! Oh ! Fait le clown gant ar pozier Michel Jourdan (1947-) evit ma vije kanet gant Frank Alamo (1941-2012), e 1967 ivez.

Mat da c'houzout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da geñver un atersadenn embannet el lec'hienn Songfacts[2] e miz Genver 2016 e tisplegas Tony Hazzard ne oa ket anv, er sonenn, eus ur furlukin (en ur sirk) tamm ebet. En degouezh-se e talveze ar ger saoznek "clown" kement ha stand-up comedian in a night club.

Selaou Ha! Ha! Said the Clown...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]