HMS Audacious (1912)
Neuz
HMS Audacious
| Doare lestr | King George V-class dreadnought battleship |
|---|---|
| Anv | HMS Audacious |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Daveennoù douaroniel | 55°32′16″N 7°24′33″W |
| Bro orin | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Darvoud-alc'hwez | ship commissioning, ship launching, keel laying, ship completed |
| Oberataer | Royal Navy |
| Saver | Cammell Laird |
| Lakaet er servij | 15 Here 1913 |



An HMS Audacious a oa ar pevare bag hag an hini diwezhañ eus listri hobregonet ar c'hlasad King George V savet gant ar Royal Navy e penn kentañ ar bloavezhioù 1910. Ur wech echuet e 1913 e voe implijet evit difenn a-dost tiriadoù ar Rouantelezh-Unanet. Kaset e voe d'ar strad gant ur vinenn-vor alaman en norzh da aod Kontelezh Dún na nGall, en Iwerzhon, d'ar 27 a viz Here 1914. Filmet ha poltrijet e oa bet ar vag o vont d'ar strad gant touristed stadunaniz a oa war unan eus ar vigi kaset d'ar sikour. Dre urzh an Amiraliezh e voe kuzhet koll ar vag betek fin ar C'hentañ Brezel-bed.