H. L. Hunley

An H. L. Hunley, anvet a-wechoù Hunley pe CSS Hunley, a oa ul lestr-spluj hag a voe savet e 1863 evit arme Stadoù Kengevreet Amerika, da vare ar brezel diabarzh. Teir beaj nemetken a reas a-raok beuziñ, met chomet eo en istor evel ar splujerez kentañ kaset ganti ur vag enebour d'ar strad.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe al lestr e 1863 e atalieroù Parks & Lyon e Mobile (Alabama), a-drugarez da arc'hant postet gant Horace Lawson Hunley, un ijinour hag a laboure evit morlu nerzhioù ar Su[1]. Ur splujerez 40 troatad e oa, kaset gant nerzh seizh martolod hag a lakae he biñs-tro da dreiñ. Un eizhvet den a oa karget da leviañ anezhi. Roet e voe an anv CSS Hunley dezhi, memes ma ne oa ket perzh eus morlu ar Stadoù kengrevreet en ur mod ofisiel. D'an 29 a viz Eost 1863 e voe lakaet en dour evit ar wech kentañ. Beuziñ a reas er porzh en ur lazhañ pemp den diwar an eizh a oa en he bourzh. Goude bezañ tennet diouzh ar mor e voe dreset hag adlakaet er mor en-dro. Beuziñ a reas adarre, en ur lazhañ an eizh den en he bourzh ar wech-mañ, en o zouez an ijinour Horace Lawson Hunley e-unan. Divizet e voe adtapout anezhi diwar strad ar mor ur wech all[2].
D'an 17 a viz C'hwevrer 1864, an H. L. Hunley, renet gant al letanant George E. Dixon, a dostaas en deñvalijenn ouzh an USS Housatonic, ur sloop-brezel eus an Unvaniezh hag a oa e roll gwareziñ mont e-barzh porzh Charleston (North Carolina), pa oa bet lakaet ur blokus e plas gant armeoù an Norzh. Mont a reas ar splujerez da skeiñ ouzh kouc'h ar vag gant un dorpedenn-sparr enni poultr du. En ur darzhañ e reas un toull en Housatonic, a yeas d'ar strad en ur lazhañ pemp martolod[1]. Er memes koulz e voe lazhet bourzhidi al lestr-spluj, diwar gloazadennoù en o skevent hag en o empennoù abalamour da wagenn-stroñs an darzhadenn kredabl[3]. Den ne oare d'ar poent-se ar pezh a oa c'hoarvezet d'ar CSS Hunley da vat, na pelec'h e oa beuzet. Daoust da listri-spluj all bezañ savet hag amprouet gant an daou du e-pad ar brezel diabarzh, an darvoud-mañ a verkas deroù ar brezel dindan vor, pa voe ar wech kentañ d'ur splujerez kas ur vag d'ar strad.
E 1995, goude 14 vloaz enklaskoù, peñse an Hunley a voe adkavet gant ur skipailh eus an National Underwater and Marine Agency, en ur stad vat. Abalamour d'ar riskloù preizhadegoù e voe tennet anezhañ diouzh ar mor en hañv 2000[1]. Eskern an holl vartoloded a oa c'hoazh en he bourzh, hag a-drugarez da zielfennadennoù TDN e voe kavet o familhoù. Ar splujerez a c'haller gwelet bremañ en ur poull ispisial, ennañ hidroksidenn sodiom, er Warren Lasch Conservation Center Home, un aozadur meret gant skol-veur Clemson[2].
-
An USS Housatonic, ar vag bet kaset d'ar strad gant an Hunley.
-
Ar splujerez o vezañ tennet diouzh ar mor (8 a viz Eost 2000).
-
Labourioù evit kempenn ar peñse er Warren Lasch Conservation Center (miz Genver 2005).
-
An Hunley hiziv, en he foull hidroksidenn sodiom.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur stirad skinwel anvet The Hunley a voe skignet e 1999.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) CHAFFIN Tom, The H. L. Hunley: The Secret Hope of the Confederacy, Farrar, Straus and Giroux, 2008 (ISBN 0-8090-9512-2)
- (en) RAGAN Mark, The Hunley: Submarines, Sacrifice & Success in the Civil War, Narwhal Press, 1995 (ISBN 1-886391-43-2)
- (en) ROBERTS Nancy, Ghosts from the Coast, "The Man Who Found the Hunley", UNC Press, 2001 (ISBN 978-0-8078-2665-2)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) H. L. Hunley Wreck (1864), Naval History and Heritage Command (lennet d'ar 16/08/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) HL Hunley, American Battlefield Trust, 23/07/2025 (lennet d'ar 16/08/2025)
- ↑ (fr) Le mystère du naufrage du CSS H.L.Hunley enfin résolu, Historia, 30/08/2017 (lennet d'ar 16/08/2025)