Stroll Jean Hénaff
| Tachenn obererezhioù | food industry, activities of head offices |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1907 |
| Anv ofisiel | JEAN HENAFF SA |
| Diazezer | Jean Hénaff |
| Merour/rener | Loïc Hénaff |
| Stad | Frañs |
| Furm lezennel | société anonyme à conseil d'administration s.a.i. |
| Sez sokial | Pouldreuzig |
| Bro orin | Frañs |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.henaff.com |
Ar stroll Jean Hénaff a zo ur c'hevredad war dachenn industriezh ar boued. Diazezet e voe an embregerezh kentañ e 1907 e Pouldreuzig. Ar pastez Henaff eo e brodu pennañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Jean Hénaff, kouer 48 vloaz anezhañ, ha daou geveler, e voe krouet ul labouradeg boued-mir piz bihan ha flav glas e Pouldreuzig e 1907. E 1912 e voe krouet ar gevredigezh « Jean Hénaff et Cie », hag e 1914 e krogas d'ober pastez e boestoù, oc'h implijout an doare mirout anvet apertaat. E-pad ar Brezel-bed kentañ e teuas Jean Hénaff da vezañ maer Pouldreuzig. E 1919 e krogas d'ober boestoù-mir pesked (paouezet e voe e 1979). Mervel a reas Jean Hénaff e 1942. Produet e voe ar pastez en-dro adalek 1949.
E 1963 e erruas Jean-Jacques Hénaff, mab-bihan d'an diazezer, er c'hevredad. E 1972 e voe savet o bruderezh kentañ er skinwel. Er bloavezhioù 1980 e savas an embregerezh e lazhti dezhañ. E 1995 e roas lañs d'ur rummad silzigoù fresk. Lidet e voe 100 vloaz an embregerezh e 2007, ha livet ur voest Hénaff war kastell-dour Pouldreuzig. E 2010 e erruas Loïc Hénaff e penn ar stroll, ar pevarvet rummad eus ar familh. E 2019 e roas lañs d'ur progam "diorren padus" anvet "Bee good 2030"[1].
Ezel eo Hénaff eus ar gevredigezh Produet e Breizh.
Arvalien dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2013 e voe testeniekaet Hénaff gant ar c'hKBSE evit pourveziñ ar savlec'h egor etrebroadel (SEE). 25 roll-meuzioù a voe ijinet gant an embregerezh bigoudenn[2].
Pourveziñ a ra ivez an arme c'hall.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Histoires de cochons et bonnes recettes gant Hénaff, Neuilly-sur-Seine, Embannadur Michel Lafon, 2009, 190 p., (ISBN 978-2-7499-1029-1)
- Nés en Bretagne - L'extraordinaire aventure des inventions et des hommes qui ont changé la face du monde (et peut-être même celle de l'univers) gant Thomas Le Gourrierec, Ajaccio, Des Immortelles, 2015, 157 p., p.20-27 (ISBN 979-10-91751-05-6), rann : La petite boîte qui envoie du pâté (une saga qui perdure depuis cent ans).
- Trois générations de Hénaff : une recette qui défie les modes gant Jean Lallouët, luc'hskeudennoù gant Michel Thersiquel, ArMen, nv2, miz Ebrel 1986, p.2-17.
- Le Pâté Hénaff : dix façons de l’accommoder, Frederick e. Grasser Hermé, 2009, éditions de l’Epure (ISBN 978-2-352 55105-8)
- « Hénaff a 100 ans. La petite boîte bleue et jaune se raconte », Nouvel Ouest, miz Even 2007, 9 pajenn
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Les pâtés Hénaff visent un modèle de production durable d'ici 2030 e FIGARO, 2019-05-15
- ↑ Le CNES remet un certificat à l’entreprise JEAN HENAFF, partenaire du programme « Special Event Meals» pour ses compétences et sa contribution à l’élaboration de plats destinés à la Station Spatiale Internationale (ISS) gant KBSE, servij gwask ar c'hKBSE, 4 a viz Kerzu 2013, gwelet d'an 31 a viz Gouere 2017.