Gwynno

Eus Wikipedia

Gwynno, pe Gwynnog ab Gildas, zo ur sant brezhon eus ar VIvet kantved e Kembre. Enoret e veze e Llanwynno.

N'eo ket sklaer ar vojenn diwar e benn. Gwynno a vije bet mab d'un den anvet Cau, pe Euryn y Coed aur[1]</ref>. Neuze eo Kembread.

E 547 e oa bet ar Vosenn Velen, marvet e oa Illtyd, hag ar venec'h a oa tec'het eus mervent Kembre da Vreizh. E-lec'h distreiñ di e vijent aet da chom da Llanilltud Fawr a zo en arvor Morgannwg, pelloc'h er reter. En o zouez e oa Bretoned, ha Gwynno a vije bet unan anezho. Mar deo Breizhad, n'eo ket Kembread.

Sant Dyfrig a savas teir skol venec'h, e Llancarfan, e Caerworgorn (e Llanilltud Fawr ), ha Caerleon. Gwynno a oa eus re Llancarfan a-hervez.

Marteze eo ar memes den ha Gouenou, sant Breizh, met n'eo ket sklaer.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E. G. Bowen, Settlements of the Celtic Saints in Wales. University of Wales Press, 1954

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Church of St Gwynno, Llanwynno, Mid Glamorgan, Essay by J. Gwyn Davies