Gwir Vretoned (levrig)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwir Vretoned zo un dastumad kanaouennoù bet embannet gant ar gelaouenn Skol, renet gant Armañs ar C'halvez, e 1964 (niverenn 27, miz Kerzu), hag ennañ komzoù 74 kanaouenn. Darn anezho zo sonioù kozh, re all sonioù troet diwar yezhoù all, gant Kerlann pe Roparz Hemon. Ar sonerezh a oa bet embannet war ul levrig distag.

Ar c'hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed o anvioù evel m'o lenner e taolenn ar c'hanaouennoù, er bajenn 1:

  1. Bro Gozh Va Zadoù, savet gant Taldir war un ton eus Kembre,
  2. Kan-Bale Arzhur, diwar Barzhaz Breizh,
  3. Kan-Bale Nevenoe, gant Glenmor,
  4. An Alarc'h, diwar Barzhaz Breizh,
  5. Gwir Vretoned, savet gant Potr Treoure war don Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh,
  6. Dalc'h Soñj, savet gant Taldir war un ton eus Iwerzhon,
  7. An Hunvreoù kaer, savet gant Roparz Hemon war un ton eus Bro-Skos,
  8. Bale Juluan Kadoudal, a vefe bet savet er vac'h gant ar chouan Juluan Kadoudal, breur da Jorj Kadoudal, a-raok ma voe lazhet gant an archerien republikan,
  9. Bannieloù Lambaol, dastumet gant H. Gwilherm,
  10. Kendalc'homp, savet gant Paolig Monjarret,
  11. Ar Galv, savet gant Kerlann
  12. Nouel Ploueg-ar-Mor, kanet e 1953 gant Janed Kolin,
  13. Nozvezh Sioul, Nozvezh Kaer, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman brudet,
  14. E-kreiz an noz, savet gant Roparz Hemon,
  15. Ar C'hraou Nedeleg, savet gant Roparz Hemon ,
  16. Kleier Nedeleg, savet gant Roparz Hemon,
  17. Marijanig Lagadbran, savet gant Potr Treoure war un ton kozh,
  18. Kotokotogog, dastumet gant Potr Treoure
  19. Yannig an Difouper Neizhioù, dastumet gant Potr Treoure
  20. Va c'hi ha va c'hazh, ton gant A. Boucher, son gant G. Mevel, tennet eus Feiz ha Breiz,
  21. Son ar Yar,
  22. Toutouig,
  23. Kaourantinig ha Marivonig, kanaouenn a gornad Pondi, kempennet gant Potr Treoure
  24. Ar C'hazh Rous, tennet eus Soniou Breiz Izel (levrenn 1), dastumet gant Fañch an Uhel,
  25. Glav 'ra, Berjerenn, savet gant Roparz Hemon war un ton gall,
  26. Breurig Jakez, savet gant Roparz Hemon war un ton gall,
  27. Malbroug a ya d'ar brezel, savet gant Roparz Hemon war un ton gall,
  28. Mont a raimp d'ar chase, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat,
  29. Kleierigoù, savet gant Roparz Hemon war un ton stadunanat,
  30. An Tabouliner bihan, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman,
  31. Mammig ar c'hizhier, savet gant Roparz Hemon,
  32. Me 'm eus ur c'hazhig
  33. Loeizaig ha Perig
  34. Pierig ha Frañsoezig
  35. Son Helena
  36. Ar Goulenn Eured
  37. Ar vatezh Vihan
  38. An Durzhunell, dastumet gant Potr Treoure
  39. War Bont an Naoned
  40. Me a savo un dourell, gant Maodez Glandour, war un ton eus Bro-Wened,
  41. An teir seizenn, dastumet gant Loeiz Herrieu,
  42. Tuchant ec'h erruo an hañv, dastumet gant Loeiz Herrieu,
  43. Setu achu ar goañv, gant Yann Derrien,
  44. Luskellerezh, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Guten Abend, gant Brahms,
  45. Ar goañv zo tremenet, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn alamanek Der Winter ist vergangen,
  46. Jani, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn saoznek I dream of Jeanie, gant ar Stadunanad Stephen C. Foster ,
  47. Yannig ar mil micher, gant Filomena Kadored,
  48. Ar C'hi en Dienn, dastumet gant H. Gwilherm,
  49. Son ar c'hafe, savet Evnig Penn-ar-C'hoad
  50. Soubenn ar yar
  51. Sonig ar c'havr
  52. An Anduilhenn, dastumet gant Narsis Kellien e Pleiben,
  53. Son ar pilhaouer, savet gant an Aotrou Bodeur, person e lokefred war-dro 1870, dastumet gant Narsis Kellien ,
  54. Me 'gar Filo, savet gant Roparz Hemon diwar ar ganaouenn stadunanat So early in the morning,
  55. Julig ar Ververo
  56. An hader, dastumet gant Bourgault-Ducoudray,
  57. Ar miliner drant, savet gant Roparz Hemon war un ton saoz,
  58. Kan an dud a vor, ton gant H. Gwilherm, komzoù gant K. Mevel
  59. Me zo ganet e-kreiz ar mor, ton gant Jef ar Penven diwar barzhoneg Yann-Bêr Kalloc'h,
  60. Paotr ar Yeoded, gant Yann Derrien,
  61. Luskell, va bag, gant Kerlann, diwar The Skye Boat Song (Skos)
  62. Bageerien ar Volga, savet gant Roparz Hemon war un ton eus Rusia, tennet eus Ar Bed Keltiek
  63. Mintin war ar mor, savet gant Roparz Hemon war un ton eus Iwerzhon, tennet eus Ar Bed Keltiek
  64. Sav, Breizh Izel,
  65. E-barzh ar c'hoadoù glas, savet gant Roparz Hemon war un ton gall,
  66. An nevez-amzer hag ar goañv, savet gant Roparz Hemon war un ton alaman,
  67. Santa Lucia, savet gant Roparz Hemon war un ton italian,
  68. An dluzhenn, savet gant Roparz Hemon war un ton savet gant Schubert, Die Forelle,
  69. Ar razh koad,
  70. Va zi bihan, savet gant Potr Treoure war un ton a Gembre,
  71. Hirvoudoù
  72. O tregas fall, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat,
  73. Serr-noz
  74. Kenavo, savet gant Roparz Hemon war un ton skosat.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]