Gwiana c'hall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Guyane — Gwiana
Banniel Gwiana (Gwiyan)
LocationFrenchGuiana.png
Yezh ofisiel galleg
yezhoù Kreoleg Gwiana, yezhoù amerindianek
Prefeti Cayenne (Kayèn)
Isprefeti Saint-Laurent-du-Maroni (Senloran)
Arondisamantoù 2
Kantonioù 19
Kumunioù 22
Prezidant ar Republik Jacques Chirac
Prezidant ar C'huzul departamant Pierre Désert
Prezidant ar C'huzul rannvro Antoine Karam
Gorread
 - en holl
 - % dour
 
86 504 km²
 ???
Poblañs
 - en holl (2005)
 - Stankted
 
195.506 annezad
2 annezad./km²
Moneiz Euro
Eur TU -3
astenn Internet .gf
Temperadur 25° da 34°
Marevezh sec'hor Eost-Du
Marevezh glebor Du-Gouhere
Relijion katolik

Gwiana, pe a-wechoù Gwian (Gwiyan pe Lagwiyan pe La Gwiyan'n e kreoleg, (La) Guyane e galleg hag ent-ofisiel), a zo ur vro e biz Suamerika, a-hed ar Meurvor Atlantel.
E dalc'h Frañs emañ-hi. Un departamant tramor eo (DOM), hag evel holl DOMoù ar Republik c'hall eo ivez ur rannvro c'hall.
Unan eus seizh rannvro dreisttrobarzh Unaniezh Europa eo ivez.

An anv[kemmañ]

Graet e vez alies Gwiana c'hall, pe Gwiana Frañs, anezhi evit he dishañvalout diouzh ar pezh a oa Gwiana Vreizh-Veur gwechall (bremañ Guyana), Gwiana an Izelvroioù (bremañ Surinam), ha Gwiana Venezuela, ur rannvro eus Venezuela anvet Guayana.

Kêrioù ar vro:

Ar poblañsoù[kemmañ]

  • Ar Greoled, mesket du ha gwenn: 40 % eus ar boblañs;
  • An Amerindianed, kentañ pobl ar vro (Arawak, Lokono, Kalina, Wayana, Teko, Wayampi): etre 6 000 ha 9 000 den (5 % )
  • An Hmonged : 2 000 den (deuet eus Azia)
  • Ar re Zu maron pe ar Varoned (Saramaka, Paramaka, Boni) : 10 000 den
  • Ar re Wenn (deuet eus ar vro-benn): 12 % eus ar boblañs
  • Ar re arall (Sinaiz, Libaniz, Haitiz, Brazilianed)...