Mont d’an endalc’had

Gwerz Loeiz C'houezek

Eus Wikipedia

Gwerz Loeiz C'houezek zo ur ganaouenn bet dastumet gant Frañsez Vallée e Landerne e-tro 1912 ha kanet gant an itron Riou (he devoa desket anezhi gant he mamm). Ul lodenn eus ar ganaouenn anvet Testamant Loeiz XVI a oa bet embannet e 1847 e-barzh Ar feiz hag ar vro gant an abad Durand eus Gwened. Sujed ar ganaouenn a zo Lazhadenn Loeiz XVI d'an 23 a viz Genver 1793.

Pa zeuas eus ar prizoun 'oa d'ezan amaret
E zaouarn a-dreg e gein 'vel d'ar griminaled.

Pa zeuas eus ar prisoun da vont war ar chafod
E lakeas eun tamm paper e dourn Clery, e bôtr,
War behini 'oa skrivet e gomzou diveza ;
Kriz e vije ar galoun a lennje hep gouela.

— « Me eo Loeiz C'houezek, hanvet d'ar Fransizien roue,
Dastumet en eur prizoun pevar miz 'zo pase ;
Hep kaout test nemet Doue demeus va holl boaniou,
Dirazan e tisklerian va holl zantimanchou.

Mes, pa em eus e zinet, n'en em eskuzan ket,
A galoun gant an Iliz atao 'n em uniset.
C'houi, va bugale, 'mezan, mar ho peus ar c'hlac'har
Da goll ho mamm eveldoun, m'ho rekommand d'am c'hoar,
Pini 'vo d'ec'h eun eil-vamm abalamour d'in-me ;
A beb amzer evidoun 'oa bras lie c'harante.

Te, va mab, a yoa ganet evit beza roue ;
Mar dez war an tron biken, n'eo ket eur boneur

Clery en deus d'in rentet pep seurd servichou mad ;
D'ezan e testamantan va montr ha va dilhad,
Va gwalenn d'ar rouanez ha d'am mab va c'hachet,
Hag eur guchenn eus va bleo d'am familh asamblet,

Neuze an taboulinou a vougas e vouez ;
Ar boureo a drouc'h e benn : setu fin d'e vuhez !

Soudarded an Nation, — horrol eo kement-man, —
Tout e lakeont o fikou en e wad da drempan.
Neuze e voe dastumet hag e gorf hag e benn,
Ha laket da interi e bered Madalen.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]