Mont d’an endalc’had

Gwerc'hez ar C'herreg

Eus Wikipedia
Taolenn Londrez en he framm

Vergine delle rocce ("Gwerc'hez ar c'herreg"), ent-ofisiel La Vergine con Gesù Bambino, san Giovanni Battista e un angelo ("Ar Werc'hez gant Jezuz, sant Yann Vadezour hag un ael") eo anv div daolenn disheñvel, savet damheñvel avat, a zo bet livet gant Leonardo da Vinci evit an darn vrasañ anezho.

An doare koshañ a c'haller gwelout e Mirdi al Louvre, e Pariz, an eil doare en National Gallery e Londrez.


Taolenn Pariz

Eoullivadur war goad
(1483-1486)
199 x 122 cm
Mirdi al Louvre

Taolenn Londrez

Eoullivadur war goad
(1495-1508)
189,5 x 120 cm
National Gallery

An doare koshañ eo. Kenemglev zo evit lavaret ez eo bet livet gant L. da Vinci e-unan[1]. Kenemglev zo ivez evit lavaret e oa bet graet an daolenn a-c'houde un urzhiad e 1483 evit un iliz e Milano, hogen gwerzhet e voe gant al livour a rankas aozañ unan all evit reizhañ an urzhiad[1].

Pimpatrom teknik da Vinci ar sfumato ("mogedet") eo an daolenn : diresis eo trolinennoù etre al livioù ; an hevelep doare a weler en daolenn La Gioconda (1503-1506, marteze betek 1517).

Bihanoc'h un tamm eo eget taolenn Pariz. Gant ar vreudeur de Predis moarvat, eilerien gantañ, ez eus bet livet lodennoù eus an daolenn a-raok 1508. Livet e oa evit chapel Kenvreuriezh ar Werc'hez Dinamm en iliz San Francesco Maggiore e Milano.

Gwerzhet e voe gant an Iliz e-tro 1781, a-raok 1785 a-dra-sur, ha prenet gant al livour skosat Gavin Hamilton (1723-1798), o c'hasas da Vro-Saoz.

Goude meur a werzhidigezh all e voe prenet gant an National Gallery e 1880[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) Davies, Martin. Catalogue of the Earlier Italian Schools. London : National Gallery Catalogues, 1961, adembannet e 1986 (ISBN 978-0-901791-29-)