Mont d’an endalc’had

Gwener ha Kupidon gant ur satir

Eus Wikipedia
Gwener ha Kupidon gant ur satir
Antonio da Correggio, e-tro 1548
Eoul war lien
188 × 125 cm
Mirdi al Louvre
Pariz
Bro-C'hall Bro-C'hall

Gwener ha Kupidon gant ur satir zo un daolenn graet war-dro 1528 gant ul livour italian eus mare an Azginivelezh, Antonio da Correggio e anv. Gwelet e c'hall bezañ e Mirdi al Louvre e Pariz, e Bro-C'hall.

Goulennet e voe al livadur gant Federico II Gonzaga, dug Mantova. Ennañ e weler an doueez roman Gwener en he c'hened o kousket gant he mabig Kupidon. A-dreñv dezho ez eus ur satir o tiflukañ.

Da gentañ e voe komprenet e oa an doue Yaou an hini a oa o tegouezhout gant Antiope rak en neuz-se e oa Zeus pan eas da skrapañ an nimfenn.

Ul liamm bennak a oa sur-mat etre al livadur-mañ ha Skoliata Kupidon, gant Antonio da Correggio ivez, a zo bremañ en National Gallery Londrez.