Mont d’an endalc’had

Gwener Arle

Eus Wikipedia
Venus d'Arles (Mirdi al Louvre)

Gwener Arle (Vénus d'Arles e galleg) a zo un delwenn vras, 1.94m a uhelder, pe roman pe hellazat, o skeudenniñ an doueez Afrodite (pe Gwener ar Romaned) hag a zo bremañ e mirdi al Louvre e Pariz[1]. E marmor Hymettus eo graet, ha savet e oa war-dro ar Iañ kantved kent JK.

Soñjal a reer e c'hall bezañ un eildelwenn da Afrodite Thespiae, oberenn Praksiteles, ha goulennet outañ gant he serc'h Frine[2].

En Eil Kantved e voe graet meneg gant Pausanias ar Beajour eus ur strollad tri, Eros, Frine, hag Afrodite, e Thespiae e Boeotia, e-kreiz Hellaz [3]. Doare Praksiteles a vefe kavet e penn Afrodite, a denn kenañ da benn Afrodite Knidos, a zo diwar zorn Praksiteles hep ket a var.

C'hoariva roman Arle: eno eo e voe kavet an delwenn.

Dizoloet e voe ar Gwener-se e meur a damm e c'hoariva roman Arle, e Provañs.

  1. Theoi.com
  2. Adolf Furtwängler ( ''Meisterwerke der Griechischen Plastik (Berlin), 1893) an hini en deus graet anv eus un oberenn yaouankiz da Braksiteles.
  3. Pausanias, Description of Greece IX.27.5.


Delwenn gozh hervez Afrodite Arle (pe Gwener Arle): Kontet e vez eo bet graet gant Praksiteles, er IVvet kantved kent JK, diwar batrom e serc'h Frine. Ar groaz kristen hag an dremm difriet ha damzilagadet a zo freuz graet a-enep ar baganegezh goude trec'h ar gristeniezh..