Gwen Stefani
Gwen Renée Stefani | |
![]() | |
Gwen Stefani e Cannes e 2011
| |
Ganet | 3 a viz Here 1969 e Fullerton, California |
---|---|
Micher(ioù) | oberourez-kompozerez-kanerez |
Benveg(où) | mouezh |
Bloavezhioù oberiant | 1986-bremañ |
Lec'hienn ofisiel | https://www.gwenstefani.com/ |
kemmañ ![]() |
Gwen Renée Stefani, ganet d'an 3 a viz Here 1969, zo ur ganerez, skriverez kanaouennoù hag aktourez stadunanat. Kengrouerez ha kanerez ar strollad No Doubt eo, ur strollad brudet-mat abalamour d'ar bladenn studio Tragic Kingdom embannet e 1995 ha gant ar c'hanaouennoù Just a Girl, Don't Speak, Hey Baby hag It's My Life. E-pad an troc'h en istor ar strollad, Stefani a oa kroget da ganañ hec'h-unan-penn hag e 2004 ec'h embannas he c'hentañ pladenn studio anvet Love. Angel. Music. Baby.. Awenet e oa gant sonerezh pop ar bloavezhioù 1980, degemeret mat-tre e oa bet ha gwerzhet mat. Teir c'hanaouenn single a oa : What You Waiting For?, Rich Girl and Hollaback Girl.