Mont d’an endalc’had

Gwastell giz Breizh

Eus Wikipedia
Gwastell giz Breizh
Iskevrennad eusgwastell Kemmañ

Ar wastell giz Breizh [1] pe gwastell Vreizh[2] a zo ur wastell hengounel eus Bro an Oriant, fardet gant toaz sablek (amann sall, melen-vi, bleud, sukr)[3].

Rond ha bouedek eo, gant ur greunenn alaouret kroazilhonoù treset warni gant ur fourchetez. Graet e vez gant amann sall, sukr, bleud, melen-vi ha goell kimiek. Plaen e vez peurliesañ, pe gwarniset gant dienn prunev, dienn flamboez pe karamel gant amann sall, pe saouret gant un nebeud rom pe bleuñv orañjez[4],[5].

Tost eo he zekstur bruzunaus ha sablek ouzh hini ar paled giz Breizh. 20% amann da nebeutañ a zle kaout enni evit bezañ anvet gwastell giz Breizh. Troc'het e vez e tammoù stumm ur romb ganto peurliesañ. Debret e vez kaledet, ha perzhioù mirout eus ar c'hentañ he deus, betek daou viz en ul lec'h sec'h hag en disheol.

Sevel a rafe orinoù ar wastell giz Breizh d'ar bloavezhioù 1860[6] pa vije bet kinniget e wastell nevez gant ar pastezer Jean Crucer[7],[8],[9], genidik eus kanton Graubünden e Suis, dimezhet ouzh ur Vreizhadez genidik eus Porzh-Loeiz e Bro an Oriant, e-pad Diskouezadeg Hollvedel Pariz e 1867[10], dindan an anv « gâteau Lorientais ». Mont a reas priz kentañ ar rummad « gwestell sec'h » gantañ. Ur wech distroet da Borzh-Loeiz e reas berzh bras ar wastell e Bro an Oriant. Gwerzhet e oa gant he c'hrouer hag e ziskennidi en o fastezerezh-koñfizerezh en Oriant[11]. Kemer a reas ar vartoloded ar boas da zegas ar wastell-mañ ganto en o beajoù peogwir e c'halle bezañ miret meur a sizhun war vor en o listri (evel ar gwispid-mor)[12], betek kab ar Spi Mat e Suafrika da nebeutañ[13].

Kenstrivadeg ar bed ar wastell giz Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe kenstrivadeg ar bed ar wastell giz Breizh d'an 3 a viz Meurzh 2013 evit ar preveziaded, e Plañvour e-keñver ar gouel An Deizioù aozet gant ar gevredigezh Emglev Bro an Oriant[14], kevread kevredigezhioù sevenadurel breizhat bro an Oriant. Fardañ ur wastell giz Breizh hengounel a oa ar pal, pe gant ur rekipe roet gant an aozennoù diazez (bleud, amann, vioù ha sukr), pe oc'h ober gant e rekipe dezhañ e-unan pe gant ur rekipe familh. E-pad ar bloaz kentañ e voe aozet 130 gwastell, barnet gant ur juri savet gant tud a vicher, pastezerien ha baraerien eus Bro an Oriant dreist-holl. Dleout a rae ar wastell bezañ kaset goude d'unan eus kenwerzhourien keveler ar genstrivadeg. Neuz, kantalc'h, blaz ha ment hengounel ar wastell (tro 17 sm) a oa an dezverkoù priziañ[15]. Mont a reas ar maout gant un annezad eus an Oriant evit ar rummad kentañ ha gant un annezadez eus Banaleg en eil rummad.

Savet e voe rekord brasañ gwastell giz Breizh ar bed e-keñver ar genstrivadeg-mañ, 1,15 m a dreuzkiz ha 2,5 sm a devder dezhi, fardet gant un annezad eus Porzh-Loeiz gant 140 vi, 10 kg bleud, 6 kg sukr ha 6 kg amann[16].

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. https://www.lorient-agglo.bzh/fileadmin/user_upload/Les_Nouvelles/Les_Nouvelles_52/Les_Nouvelles_52_Si_mon_pays_m_etait_conte.pdf
  2. https://www.preder.net/arload/index.php/geriadur/br/enmonedou/gwerean?dic=8&ent=1039
  3. Pâtisseries & douceurs bretonnes e www.tourismebretagne.com
  4. Recette du gâteau breton e www.toutcommenceenfinistere.com
  5. La recette du gâteau breton traditionnel e www.recettes-bretonnes.fr
  6. Évolution du régime alimentaire à Plozévet de 1800 à 1960 gant Pierre Le Rhun ha Monik Le Rhun, 1967, p.247-260.
  7. Le gâteau breton e www.lorientbretagnesudtourisme.fr
  8. Le gâteau breton e www.savourezlabretagne.com
  9. Le gâteau breton n'aura plus de secret pour vous e www.france3-regions.francetvinfo.fr
  10. Premier concours mondial du gâteau breton à Plœmeur (56), Ouest-France, 23 a viz C'hwevrer 2013.
  11. Louis Crucer - gâteau lorientais e www.philippesaintmarc.wixsite.com
  12. Gâteau breton 1er concours mondial gant Laëtitia Gaudin-Le Puil, Bretagne Magazine, nv ispisial hañv 2013, gwelet d'an 11 a viz Here 2013 }}
  13. D’où vient le gâteau breton, l’alliance du sucre et du beurre salé ? e www.ouest-france.fr
  14. Le programme des Deizioù e Lec'hienn ofisiel ar gevredigezh Emglev Bro an Oriant, 2013
  15. Reolennoù kenstrivadeg ar bed ar wastell giz Breizh, 2013
  16. Un gâteau breton taille XXL e letelegramme.fr, 2013

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.