Gwarelig Naoned
| Iskevrennad eus | saladenn |
|---|---|
| Bro | Frañs |
| E tiriad | Naoned |
| Bro orin | Frañs |
| Product certification | Lec'h orin gwarezet |
Gwarelig Naoned zo un anvadur gwarelig eus Bro-Naoned. Ul Lec'h orin gwarezet en deus (LOG).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produadur ar gwarelig e Bro-Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gounezet e vefe ar gwarelig el Liger-Atlantel abaoe deroù an XIXvet kantved[1], ar pezh a glot gant deroù al liorzherezh legumaj e Bro-Naoned. Ur gounezerezh unanvevezerezh e oa d'ar c'houlz-se, graet el liorzhoù bihan niverus a oa.
E 1931 e veze produet 30 tonenn eno hevez ar stadegoù. Ar produadur ne cheñchas ket kalz betek dibenn ar bloavezhioù 1950.
Tremenet e voe eus ul labour-douar lec'h ma oa mesket ar gwarelig gant plant all d'ul labour-douar lec'h ma veze gounezet en e-unan. Ar sifroù a yeas war gresk, hag etre 1975 ha 1983 e veze produet 3000 tonenn well wazh bep bloaz, da lavaret eo ouzhpenn 50 % eus produadur Frañs.
Nevezentioù a sikouras da ziorren c'hoazh kenwerzh ar gwarelig : ar sac'hadigoù hag ar barkedigoù. Ardivinkaet e voe ar gounit douar war ar memes tro. Ha neuze e voe 12 000 tonenn ar produadur en takad e 1987, ar pezh a oa ouzhpenn 80 % eus produadur Frañs.
Diwar neuze ez eas an tonennoù war gresk ingal. E 2008 e oa diazad Naoned mestr marc'had Europa er produiñ gwarelig, gant 26 000 tonenn produet.
Al LOG Gwarelig Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1998 e voe savet an Testeniekadur Kenfurmded Produ (CCP) Gwarelig Naoned[2].
Hag e 1999 e voe labelet evel LOG.
Koulskoude ez eus kalz nebeutoc'h a donennoù gwarelig produet hervez kaier ar c'hargoù al LOG eget an tonennoù produet dre-vras. Kaoz a vez eus 350-400 tonenn bep bloaz.
Dezverkoù douaroniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
152 a gumunioù el Liger-Atlantel a zo, 20 kumun e Maine-ha-Liger ha 62 gumun e Vande.
Hinadouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Takad al LOG en deus un hinad veurvorel. Setu dezverkoù pennañ an hinad-se :
- gwrezverkoù keitat etre 11 ha 13 °C,
- avelioù eus ar C'hornôg dreist-holl,
- ur glavaj bloaziek keitat etre 600 ha 800 mm.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Fichenn brodu e www.inao.gouv.fr
- ↑ Autre légume, autres lieux. La mâche dans le bassin maraîcher nantais gant Valérie Jousseaume ha Christine Margetic, e Méditerranée. Revue géographique des pays méditerranéens / Journal of Mediterranean geography, nv 109, p.47–53, 2007-06-01 (ISSN 0025-8296]) doi=10.4000/mediterranee.84, gwelet d'ar 2024-02-16.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Valérie Jousseaume and Christine Margetic, « Autre légume, autres lieux. La mâche dans le bassin maraîcher nantais », Méditerranée (kelaouenn), nv 109, 2007, p.47-53, Lenn enlinenn, 24 a viz Here 2015.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwarelig Naoned, lec'hienn "Institut national de l'origine et de la qualité" (INAO)