Mont d’an endalc’had

Gwalldaol Roc'h Tredudon

Eus Wikipedia
Gwalldaol Roc'h Tredudon
attempted murder
StadFrañs Kemmañ
Lec'hPlouneour-Menez Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°24′49″N 3°53′23″W Kemmañ
Deiziad14 C'hwevrer 1974 Kemmañ
BukennRoc'h Tredudon Kemmañ
Map

Gwalldaol Roc’h Tredudon, c'hoarvezet en nozvezh etre an 13 hag ar 14 a viz C’hwevrer 1974, a zegasas distruj skigner skinwel Roc'h Tredudon, e Menez Are, e kumun Plouneour-Menez (Penn-ar-Bed,Breizh).

Distrujet e voe ar skigner-mañ gant bombezennoù lakaet warnañ. Sammet e voe e atebegezh gant ar strolladoù dizalc’her breizhat Talbenn Dieubiñ Breizh ha Lu Reveulzi Breizhat (FLB/ARB).

Goude-se e chomas ul lodenn vras eus tiegezhioù Breizh-Izel hep skinwel e-pad sizhunvezhioù.

C'hoarvezet e oa ar gwalldaol da vare adc’hanedigezh an emsav broadelour ha dizalc’hour breizhat, a lak ar santimantoù identelezh vreizhat da greskiñ, a-drugarez da ganerien evel Alan Stivell, Tri Yann pe c’hoazh Glenmor. Ur mare emsavioù sokial e Breizh e oa ivez, evel harz-labour ar Joint français pe ar stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ, ar pezh a lakae an dud da brederiañ war o identelezh vreizhat hag o liamm gant sevenadur hag istor ar vro.

C'hoarvezout a rae ivez en ur mare ma veze muioc'h-muiañ a dud o labourat evit ar skinwel o c'houlenn gant an ORTF kaout muioc’h a vediaoù e brezhoneg, evel un abadenn skinwel e brezhoneg pe c’hoazh radioioù e brezhoneg, ar pezh a voe nac’het gant ar stad hag a gasas ul lod eus kanerien pe stourmerien vrezhonek da nac’hañ paeañ taos ar c’hleweled, evel da skouer Youenn Gwernig hag e gevredigezh “Radio Télé Brezhoneg”.

Ar gwalldaol-mañ a zo c'hoarvezet goude ur prantad sioul eus an FLB hag an ARB, hag a oa oberiant-tre etre 1966 ha 1972 gant un 30 bennak a walldaolioù sammet o atebegezh ganto. Goude daou vloaz sioulder, ar gwalldaol a c'hoarvezas pemzektez goude divodadur an FLB gant ministr an diabarzh gall Raymond Marcellin.

Ar gwalldaol a oa ivez un taol roet war-eeun d’ar stad c'hall ha d’an ORTF (Ofis ar skingomz hag skinwel gall), peogwir eo an ofis-se a oa o verañ ar skigner.

Ar gwalldaol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudenn eus un tamm metal leusket gant stourmerien an FLB hag adkavet ar mintin goude ar gwalldaol.

En nozvezh etre an 13 hag ar 14 a viz C’hwevrer 1974, skipailh an FLB a lakas 4 bombezenn F.15, dezho 3 c'hilo a bouez, div dre sichenn war skigner Roc’h Tredudon. Lec’h ar bombezennoù ha tu an avel a oa bet studiet en a-raok evit chom hep distruj an tiez-annez e-kichen. Lâret e vez ivez e oa bet graet gant ar strollad-mañ gwiriadurioù en a-raok gant daou skigner e Aodoù-an-Arvor, war enezenn Losket e Pleuveur-Bodoù d'ar c’hentañ a viz C’hwevrer 1974 hag e Roc’h al Lin e Sant-Vaeg un nebeud devezhioù a-raok. An daou daol-se a oa bet sammet o atebegezh d'ar 15 a viz C’hwevrer 1974 gant an FLB/ARB.

E-pad an nozvezh-se e oa kalz a soudarded nepell diouzh ar skigner, met daou stourmer a zeuas a-benn da lakaat ar bombezennoù en o flas hag a lakaas ar skigner da darzhañ tro-dro 1 eur vintin. Diwaller ar skigner a zihunas o klevout an tarzhadennoù, a-raok pellgomz d'ar boliserien ha klask skoazell. Hemnnezh a gavas ivez un tamm metal skrivet warnañ “F.L.B./A.R.B. Evit ar Brezhoneg”.

Ar skigner kouezhet war salioù teknikel an ORTF.

Den ebet ne oa marvet abalamour d'ar gwalldaol, a-drugarez d’ar stourmerien o doa diwallet ha studiet evit ne gouezhje ket ar skigner war ti an diwaller hag e familh. An heuliad kentañ e voe ar priz a goustas evit ar stad c'hall da adsevel ar skigner-mañ (5 milion a lurioù gall) hag an amzer a gemeras ivez. Ul lodenn vras eus Breizh a chomas hep skinwel e-pad daou viz, ha muioc'h c’hoazh evit ar c’humunioù pell-tre. Savet e voe skignerioù distag gant an ORTF, unan e Kemper hag unan all e Plougastell. Kalz a Vreizhiz a zizoloas ar bed hep skinwel. Lavaret e vez gant kalz a dud e voe adkavet ganto mod bevañ o zadoù. Hervez ul lod eus stourmerien an FLB/ARB e voe mat an troc’h-mañ gant ar skinwel evit ar Vreizhiz, un doare da droc’hañ anezho ivez diouzh Bro-C'hall, ha lakaat an dud da brederiañ war an identelezh vreizhat, gant ar festoù-noz, ar c’hanaouennoù hag ar c’hensikour. Komzet e vez ivez eus ur Baby Boom bihan, e-pad ar mizioù goude ar gwalldaol.

Hervez un enklask bras gant ar polis, an arme hag an DST, ne voe kavet stourmer ebet da lakaat en toull-bac’h evit ar gwalldaol-mañ, betek lakaat an diskred e-mesk an dud ne oa ket bet graet ar gwalldaol gant stourmerien an FLB evit gwir. Ar pezh a gasas an dud da vezañ dispartiet da c'houzout piv en doa graet ar gwalldaol-mañ, peogwir e oa bet dija ur gwalldaol leviet gant an DST a-enep kenkiz Francis Bouygues e Sant-Maloù. Lezet o defe stourmerien an FLB d’ober ar gwalldaol evit kavout o holl stourmerien.

Met an holl vartezeadennoù-se ne seblantont ket bezañ poellek, peogwir e oa kalz a stourmerien eus an FLB a oa bet stummet dija war implij an armoù hag an danvezioù-tarzh peogwir o doa graet o servij soudard e-pad brezel Aljeria da skouer, evel Yann Puillandre, ur penn-bras eus an FLB, stummet gant an arme c'hall d'ar mare-se, ha deuet goude da vezañ stourmer e-barzh an FLB.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BONNET Marie-Pierre, Bretagne 79, des années de poudre, Egina, 1989, 143 p.
  • (fr) HENRY Lionel, LAGADEC Annick, FLB-ARB L'histoire 1966-2005, Yoran Embanner, 2008, 400 p., ISBN 9782952144650
  • (fr) CHARTIER Erwan, Le dossier FLB : Plongée chez les clandestins bretons, Coop Breizh, 2006, 316 p., ISBN 978-2843462962