Guy Berryman

Eus Wikipedia
Guy Berryman

A orin eus Bro-Skos, ganet eo Guy Berryman d'an 2 a viz Ebrel 1978. Goude bezañ deuet da vevañ da vBro-Saoz da 12 vloaz, ez eo kroget gant ar gitar da 16 vloaz ha gant ur strollad sonerezh kentañ anvet « Tie out » a-raok c'hoari gant strollad Coldplay. Levezonet eo gant doare sonerezh James Brown, The Beatles, Kool & The Gang, Pink Floyd hag all... E 2004 e timezas gant Joanna Briston, ha ganti en deus bet ur merc'h. E 2007 e torras o dimezi.