Mont d’an endalc’had

Guns & Ammo

Eus Wikipedia

Guns & Ammo Armoù-tan ha Munisionoù ») zo ur gelaouenn viziek saoznek diwar-benn an armoù-tan, ar chaseal, ar sportoù tennañ, an adkargañ ha bed an tennañ dre vras. Embannet e vez er Stadoù-Unanet abaoe 1958. Perzh eo bremañ eus ar strollad Outdoor Sportsman Group. Eric R. Poole eo he fennskridaozer abaoe 2013[1].

E 2025 e werzhe well-wazh 415.000 skouerenn war baper bep miz er vro a-bezh. Keidenn oad he lennerien e oa 57 vloaz, ha 97% anezhe a oa paotred[2]. Guns & Ammo a embann ivez videoioù amprouennoù armoù war ur chadenn YouTube boulc'het e 2010. Ouzhpenn 62.000 koumananter he doa e miz Eost 2025.

Richard Venola (1958-2021), bet pennskridaozer ar gelaouenn etre 2007 ha 2009, a voe harzet gant polis kontelezh Mohave (Arizona) evit bezañ lazhet e 2012 James Patrick O’Neill, ur c'hamalad dezhañ, gant ur fuzuilh-chase. Goude daou brosez e voe anavezet e oa Venola e reizhdifenn, ha didamallet e voe[3][4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Guns & Ammo war lec'hienn an Outdoor Sportsman Group (lennet d'ar 25/08/2025)
  2. (en) Guns & Ammo, Echo Media (lennet d'ar 25/08/2025)
  3. (en) MILLER Payton, POOLE Eric R., Richard Venola: September 18, 1958 - February 6, 2021, 16/02/2021 (lennet d'ar 25/08/2025)
  4. (en) MORALES Laurel, Former Guns & Ammo Editor Shoots, Kills Friend, KJZZ, 03/05/2012 (lennet d'ar 25/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan