Groupe information Bretagne

Eus Wikipedia

Ar Groupe information Bretagne (GRIB) a zo ur c'hevredad krouet er bloavezh 2000.

Fellout a ra d'e izili reiñ keleier dizalc'h ha dihelloù diwar-benn ar c'hudennoù a sav bremañ e Breizh, emezo, ha da gentañ-penn an istor adskrivet gant ar vroadelourien hag « ar mont a-dreuz kumuniezhel a-vremañ degaset ha kaset war-raok gant an emsav broadelour.

Gant stourmerien dezho ur sell republikan eo e vez aozet ar c'helaouiñ "dizalc'h"-se, nemet embann a ra n'eo stag ouzh strollad politikel ebet. Aotreet eo implij skridoù ar GRIB gant ma vo meneget o orin. Diazezet eo ar GRIB e Montroulez.

Skeiñ mibin, skeiñ kalet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeiñ bazhadoù a ra tud ar GRIB gant kement hini a ne sav ket a-du gant o sell republikan, ha buan e vezer lakaet da vroadelour pa ne seller ket gant ar sell-se. E-touez an dud bazhataet e c'haller menegiñ, mesk-ha-mesk:

E-touez ar re a gemer perzh ennañ a-wel d'an holl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da welout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O lec'hienn ha re all kenstag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù a oa

  • Kas a rae d'ar bajenn [1] ma vez embannet enni al lizhiri enep ar panelloù divyezhek kaset gant tud ar strollad da Ouest-France, met ne gaver ket enni al lizhiri a-du gant ar panelloù. Graet eo ar bajenn-se evit levezoniñ an dilennidi a-enep ar panelloù divyezhek e Breizh.

Pennadoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]