Mont d’an endalc’had

Gresianeg Calabria

Eus Wikipedia

Gresianeg Calabria pe gresianeg Bova (grecanico pe greco vutano e gresianeg Calabria, diwar da Vùa -> Bova) a zo anv ur rannyezh gresianek a-vremañ komzet e Calabria e su Italia diorroet diwar ar henc'hresianeg hag ar gresianeg bizantek degaset eno pa oa bet trevadennet gant Gresiz.

Daoust ha ma reer "gresianeg Italia" pe "gresianeg su Italia" (gresianeg unvan: κατωιταλιώτικα; "su italianeg") koulz ouzh gresianeg Calabria hag ouzh ar griko war un dro, e gwririonez eo disheñvel an eil yezh e-keñver bep o yezhadur ha bep o diorroadur istorel.

Takad-implij gresianeg Calabria: Grecìa Salentina ha Bovesia

Meneget eo gresianeg Calabria e "Levr Ruz" an UNESCO [1] gouestlet d'ar yezhoù en arvar kichen-ha-kichen gant ar griko ha gant Euromosaic[2] e vez anavezet gresianeg Calabria evel unan eus yezhoù minorelaet Unaviezh Europa ha laket e vez ivez gante da yezh en arvar da vont da get.

Gant Ethnologue e vez renket evel ur rannyezh gresianek [3] gant gresianeg Pontos ha gresianeg Tsakonia.

N'eo ket aet war gresk ar yezh a-hed hec'h istor ha manet eo atav war live ur yezh dre gomz ha n'eo bet implijet biskoazh na gant ar velestradurezh na gant an iliz na zoken evit sevel ul lennegezh dre skrid en un doare fonnus pe fonnusoc'h.

Takad-implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Takad-implij gresianeg Calabria a-hed ar wezh: glas, betek ar 15vet kantved; mouk, betek ar 16vet kantved; melen, betek an 19vet kantved;, orañjez, betek an 20vet kantved;, ruz, hiziv

Betek ar XVvet-XVIvet kantved e veze komzet ar yezh-mañ e su Calabria en he fezh, bet tapet he flas tamm-ha-tamm gant ar rannyezh romanek anvet kalabrieg, bet levezonet d'e dro gant roudoù yezhadur ha geriaoueg ar yezh c'hresianek.

Da geñver an Añjevined e veze komzet ar gesianeg war un dachenn ledan etre Seminara, Taurianova, ha traoñienn Mésima ha kompezenn Poro. Kregiñ a reas da gilañ avat e Calabria adalaek ar 16vet Kantved.

Da geñver kreiz ar 16vet kantved ne veze komzet ken ar gresianeg e taoñienn uhel Diverso ha Tasi h mont a reas war gil er c'hantved da heul e traoñiennoù da gornôg Aspromonte nepell diouzh Strizhmor Messina, evel da skouer traoñiennoù Catona ha Gàllico.

En 19vet e oa bet kollet ar yezh ivez e kêriadennoù evel Pentedattilo, Africo, Brancaleone, Motta San Giovanni, Montebello ha San Lorenzo war tu ionaek Aspromonte.

Kenderc'hel a reas dachenn ar yezh da vont war vihanaat e penn-kentañ an 20vet kantved ha kollet e oa e kêriadennoù evel Palizzi, Staiti, Cardeto, Roccaforte del Greco, Amendolea ha Condofuri.

Da vare ren ar faskouriezh en Italia e veze pouezet-kreñv war an dud barrek war yezhoù disheñvel diouzh an italianeg da chom hep o implijout ha kreñvaet e voe c'hoazh kiladenn ar gresianeg e Calabria abalamour d'ar politikerezh-se ha dont a reas an dud, en o zouez ar c'hresianegrion o-unan, da sellet ouzh ar gresianeg evel merk an dud warlerc'hiet ha kastizet e veze ar vugale er skolioù pa raent gant ar "rannyezh estren"-se.

Hiziv e vez komzet gresianeg Calabria e nav c'hêr e Bovesìa, en o zouez Bova Superiore, Roghudi ha Gallicianò, hag ivez e Chorìo di Roghudi, Bova Marina hag e Reggio Calabria e karterioù San Giorgio Extra ha Rione Modena.

A-drugarez dreist-holl d'an envroidi genidik eus Roghudi ha Chorìo deuet d'en em staliañ eno da heul arn dourbeuzioù e 1971 e vez komzet bremañ gresianeg Calabria ivez hiziv gant un nebeud katadoù a dud e karterioù Arangea ha Sbarre e Reggio Calabria ouzhpenn ur gumuniezh vihan all e Melito di Porto Salvo

Hiziv e vez komzet ha komprenet ar yezh gant ur 2.000 den bennak, en o zouez ne vije ken 50 den dindan 35 vloaz oad ha n'a ket kalz war wellaat stad ar yezh en desped da strivoù ar c'hrevredigezhioù sevenadurel hag ar velestradurezh evit he c'has war-raok e-touez ar re yaouankañ.

E Bova/da Vùa e studier kentoc'h ar gresianeg unvan kentoc'h evit rannyezh gresianek Calabria.

Perzhioù yezhadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost a-walc'h emañ yezhadur gresianeg Calabria ouzh hini ar gresianeg unvan dre vras.

Hervez arbennigourion 'zo e oa bet diorroet ar yezh diwar gresianeg ar Grennamzer ha hervez re all avat e oa bet diorroet war-eeun diwar ar henc'hresianeg, ha resisoc'h diwar ar gresiang dorek komzet gwezhall e Magna Grecia bet levezonet diouzh e du gant ar gresianeg koine.

Kavet e vez er rannyezh henstummoù dorek chomet dizimplij e Bro-C'hres dre vras (estreget gant gresianeg Tsakonia).

E-keñver morfologiezh an anvioù eo bet kollet peurliesañ an "-s" diwezhañ, merk gourel an dro-envel en unander, d.s. gresianeg unvan: γάιδαρος gaidaros (LFE: [yéðaros]) ('azen') > gresianeg Calabria: gadaro.

E gresianeg Calabria e vez implijet an amzer-vremañ atav e lec'h an amzer-dazont.

Doare-skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez implijet dre skrid e implijer, dres evel gant ar griko, al lizherenneg latin - peurliesañ o heuliañ reolenneoù reizhskrivañ an italianeg - kentoc'h evit al lizherenneg c'hresianek.

Ur yezh dre gomz eo. Komzet e vez war ar maez dreist-holl hag abalamour da se n'eo bet implijet nemeur gresianeg Calabria evit sevel oberennoù lennegel. Implijet eo bet evit sevel dastumadennoù barzhoniezh, levrioùigoù diwar-benn istor al lec'h ha deiziadurioù, embannet e teir yezh peurliesañ (italianeg, gresianeg Calabria ha gresianeg unvan).

E diwezh ar bloavezhioù 1970 e oa bet krouet gant ar gevredigezh sevenadurel Jalò tu Vúa ur strollad enklask dezhañ da gefridi sevel hentennoù hag ur yezhadur unvan evit kelenn ar yezh-se er skolioù. Embannet e oa e 1979 gant kumun Bova gant an titl La Glossa di Bova.

Daoust d'an diouer a hengoun war dachenn ar sonerezh e gresianeg ez eus hiziv un nebeud strolladoù gouestlet d'ar sonerezh "folk" e gresianeg Calabria.

Bep bloaz e vez aozet ur gouel bras e Bova hag er trowardrioù anvet "Palea riza" ("gwriziennoù kozh").

Stad ar yezh hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevredigezhioù sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet gant ur strolladig studierion, bet awenet gant strivoù Rohlfs war an dachenn, ul levrig gantñ da ditl La Ionica ha gant an embannadur-se e oa bet lañset ar c'hentañ ober gouestlet da wareziñ ar yezh ha d'he c'has war-raok.

E 1970 e oa bet krouet da heul gant an hevelep strolladig tud ur gevredigezh sevenadurel gantañ an hevelep anv La Ionica, embannet gante ar gelaouenn La Ionaica enni barzhonegoù ha skridoù all koulz en italianeg hag e gresianeg Calabria.

Mont a rejont e darempred gant ar c'hresianegerion italian all a ra gant ar griko e Grecìa Salentina a-benn klask sevel ur gvredigezh unvan anvet "Unvaniezh Gresiz Su Italia" (italianeg: Unione dei Greci dell'Italia Meridionale) ganti da fal gwareziñ ha reiñ lañs da divyezhgezh ar gresianeg en Italia hag ivez goulenn groñs ur statud ofisiel evit ar yezh gant panlloù divyezhek.

Savet e oa bet kevredigzhioù sevenadurel all awenet gant skouer La Ionica, en o zouez Zoí ce glossa ('Buhez ha Yezh') staliet e Reggio Calabria, Cinurio Cosmó ('Bed Nevez') and Jalò tu Vúa staliet e Bova Marina, CUMELCA staliet e Gallicianò ha Roghudi hag Apodiafázi (Dawn) staliet e Bova Superiore.

Div gelaouenn zo e gresianeg Calabria: I Riza, kelaouenn deiryezhek (italianeg, gresianeg Calabria ha gresiang unvan) embannet bep pevar miz gant ar gevredigezh Jalò tu Vúa, ha CUMELCA, embannet bep tri miz. Skoazellet e vezont gant ar rannvro gant un nebeud arc'hant.

Hiziv n'eus skingomz ebet gant abadennoù e gresianeg Calabria abalamour, dreist-holl, d'ar fed mac'h eas an darn vrasañ eus ar radioù lec'hel da get en Italia. Etre 1977 ha 1984 avat pa greskas stank an niver a radioù lec'hel dre ar vro e veze kaset en-dro un nebeud abadennoù e gresianeg Calabria gant Radio Antenna Don Bosco staliet e Bova Marina, Radio San Paolo staliet e Reggio di Calabria ha gant RTM staliet e Mélito di Porto Salvo.

N'eo bet implijet gwezh ebet ar rannyezh-mañ er skinwel.

Evel ma ra gant an albaneg eo bet klasket gant Rannvro Calabria reiñ un tamm lusk da gelenn c'hresianeg Calabria er skolioù hag e 1993 e oa bet krouet ganti Istituto Regionale Superiore di Studi Ellenofoni ("Ensavadur uhelañ rannvroel evit ar studioù ar gresianeg") staliet e Marina.

En desped d'ar strivoù-se avat n'eo ket aet kalz war wellaat stad an traoù abalamour dreist-holl d'an diouer a gelennerion/ezed barrek war ar yezh hag ivez d'ar fed n'eus bet laket e pleustr politikerezh divyezhek ebet gant ar velestradurezh.

Betek-hen eo aet an traoù war-raok un tammig e Bova hag e Bova Mrina nemeteken m'eo bet staliet enne panelloù divyezhek.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]